Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —
NAONTEGVET DIVIZ
LAOU ar REIER, ar BARZ
LAOU AR REIER
Klasker bara, ha lavaret a ri d’in petra zinifi da gomzou dic’hiz ?
AR BARZ
Aotrou, livirit d’in da genta piou a hanvit « klasker bara » ?
LAOU AR REIER
Lez al lorc’h a gostez, boued ar groug !… Piou en deus dizoloet d’it sekrejou va buez ?…
AR BARZ
Anaoud a rit eta eo va gwiziegez huel hag eün ?
LAOU AR REIER
Na gredan tamm ebet ez kwiziegez. Hogen, da deod a zo re lemm evit n’am befe ket aon da veza flemmet gantan. Red eo d’in kaout da c’her.
AR BARZ
Ha sonjal a rit, aotrou Laou, e werzan-me va zeod evel ma werzit ho kleze ?…
LAOU AR REIER
Adarre, sarpant milliget ! C’hoant az peus ’ta d’am c’has beteg penn ?… Mad ! desk, mar kerez, penaoz an disterra ger war gement-ma a gousto d’it…