Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

an Normandi… Roue Bro-C’hall a zo edro, hag ar binvidigez a blij d’ezan… Gallout a rafe lakaat e graban war va leveou… Setu unan bennak o tout… Hardiziegez ha finesa a rankin da gaout.

PEVARZEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, LAOU ar REIER, o tont dre an tu deou.
Ar-Barz, kuzet.


LAOU AR REIER

Aotrou, setu me, pa hoc’h eus va galvet.

YANN

Kountant on ac’hanoc’h, aotrou koant, pa’z hoc’h deuet ker buan. Bez’ ez hoc’h, me gred, senechal eus ar Poatou ?

LAOU AR REIER

Ya, aotrou.

YANN

Re nebeut eo an hano a zenechal evit eun den kalonek eveldoc’h.

LAOU AR REIER

Va ginivelez ha va zroiou-kaer n’o deus ket roet tro d’in da zevel hueloc’h ; setu perak ne c’hoantaan netra-all ebet.

YANN

Ha koulskoude, daoust ha n’en em gavit ket izeleet o veza evel-se dindan galloud eur bugel ?