Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

Daoust ha n’eus ket e lez Breiz eur falc’hon, eaz da zonvaat, hag a deufe a-benn da dizout en e nij an dube lorc’hus-se ?… Hola ! tud zo dre ama !…

(Eur floc’h a deu dre gleiz.)



DAOUZEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, EUR FLOC’H.


YANN

Livirit dre guz da Laou ar Reier em eus ezom da gaozeal gantan er zâl-ma.

(Ar floc’h a ya er-meaz dre an tu deou.)



TRIZEGVET DIVIZ
YANN-DILEVE, e-unan.
Ar-Barz kuzet, hevelep c’hoari.


YANN

Laour ar Reier… N’eo nemet senechal eus ar Poatou… An aour hag an henoriou a ginnigin d’ezan a c’hounezo marteze e galon !… Hag em bezo eur c’hamarad galloudus !… N’hellan mui dale dre ama, rak o chom c’hoaz, e rafen drouk-sonjal war va doareou… Ya, red eo d’in tec’het… A-hend-all, e rankan ive teurel evez mad war