Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —
eur malloz war e dal, malloz hag a zalc’ho anezan da viken pell dioc’h tron Bro-Zaoz… Ha koulskoude, penaoz an dra-ze ?
AR BARZ, d’an dud.
Deuet on abenn !
MOUEZ ARZUR
war don : Mab den sonjit (kantikou Eskopti Kemper).
(GOUSTAD)
|
YANN
Ar ganaouen-ze… eur prinz dall !… oh !…
AR BARZ, d’an dud.
Mouez Arzur !…
YANN
An dra-ze eo !… Bennoz d’it, Arzur, bennoz d’it ! Emaout o paouez lavaret d’in petra da ober ac’hanout… Mont a ran da gaout Hubert, ha me ouezo ober dezan senti ouzin.
- (Mont a ra dre an tu deou.)