Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —



NAVET DIVIZ
YANN-DILEVE
(E-unan o sellet oc’h Hubert o vont kwit.)

Diskiant !… Arzur dinerz, pleget dindan ar boan spered a gilo dioc’htu… Eun dilez great a-wel d’an holl, hag emaon c’hoaz roue a Vro-Zaoz ! Hogen, gwaz a ze, ma lavar nan, na dermin ket pelloc’h… An druez en deus Hubert outan n’eo ket eun arouez gwall vad ; bezomp war evez !

DEKVET DIVIZ
YANN, BERTRAM, HUBERT, ARZUR


YANN

A ! Bertram, va zervicher fealla ! (Koms a ra izel outan.)

HUBERT, izel da Arzur.

Diwallit da ziskouez ec’h anavezit anezan.

ARZUR, izel.

Bezit dinec’h !

HUBERT, huel da Arzur.

Prinz, setu an Aotrou Amiaz Maubre !