Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —
YANN
Petra, ha kollet eo da skiant vad ganes ? Ha lavaret em eus an dra-ze d’it ? Fizianz em eus zoken e c’hellin dizale rei d’ezan ar frankiz !…
HUBERT
Petra, aotrou roue ?
YANN
Ya, nemet eo red d’in e welet, koms outan… Ma sent ouzin, ma ra ar pez a livirin d’ezan, ember zoken e tigoro evitan doriou ar c’hastell-ma ; kea da lavaret d’an dug a Vreiz-Izel ez eo deuet an aotrou Amiaz Maubre, niz roue Bro-Zaoz, da goms outan. Morse, kleo, n’en deus gwelet an Aotrou Amiaz Maubre.
HUBERT
O ! bennoz, bennoz d’eoc’h, aotrou roue ! emaon o vont dioc’h-tu…
YANN
Lavar ivez da Vertram, kabiten va gwardou, em eus ezom anezan ama.
- (Hubert a ya kwit dre an tu deou.)