droad war douar Bro-C’hall, met emberr pa erruo gant an tren war douar Breiz, e galon a drido en e greiz : kana ’raio soniou e vugaleach.
Yann goz, gourvezet en eur gwele blod e Montroulez, a deu eur zonj en e spered, ar zonj da denna eun taol finesa d’e vreur ha d’e c’hoar, ha rei d’ezo neuze eus e vadou hervez ma vezo bet digemeret ganto.
Prena ra war blasen Montroulez eur zac’h lien penseliet, ha dilhad eur c’hlasker-bara. Erruet damdost da Gastel, an Eneziad a lamm en eur c’hoad, a denn e zilhad pinvidik hag a wisk an dilhad paour. Sanka ra er zac’h e vadou braz hag e zilhad aotrou, trouc’ha ra er c’hoad eur vaz dero, hag en hent adarre, tiz warnan, war-zu Kastel.
En hent e c’houlennas oc’h eur vaouez goz hag hi a anaveze Paol Ribouler, eus a Vaz :
— Me, anavez Paol Ribouler, zur, pegwir oun eus a Vaz ; met Paol a zo breman e Rosko, eun diael a ozac’h anezan. Kenwerz ar patatez a ra gant ar Zaoz, mar plich !
— Ha Katellig, e c’hoar, petra eo deuet da veza ?… Er vro ema-hi atao ?…
— Katellig ?… Ah ! ya, Katellig !…
Mardomen ya ! Katellig a zo aze e Kastel, e ru al Lin, paour evel eur raz-iliz, intanvez gant eun neiziad bugale, zoken paneved an dud vad he dije bet beac’h oc’h harpa oc’h an dispign. He gwaz (gras d’ezan da veza er Baradoz !), a oa eul lonker echu, eul lonk-e-zizun… Ah ! ya, setu aze eur vaouez geaz hag he deus bet he lod da c’houzanv war an tamm douar patatez-man !
— Bugale vihan eo a fell d’eoc’h lavarout, maouez !
— Ya zur ! bugale d’he merc’h, marvet bloaz a zo er c’hlanvdi, e Montroulez ! Eat oa diês he fenn, ar geazez !
— Hag he breur Paol a dle sikour anezi da vaga he zorrad, emichans, pegwir e c’hall ober ?
— A gav d’eoc’h !… Ar paour, dre ma pinvidika, gant an diaoul ez a, ho peus klevet aliez lavaret, ha Paol a zo unan eus ar re-ze.
Gwisket a druilhou, Yann goz a erru da eiz heur noz e toull dor e vreur e Rosko, e bater a lavar krenv evit beza klevet eus an diabarz. Kerkent eur fardachen deo a deu da doull an nor, ha rok :
— Petra glaskit d’an heur-man ?
— Eun tamm bara hag eur gwele, mar plich !
— Eur gwele d’eul laouok eveldoc’h-c’houi !
Eur gwaz, mestr an ti, a erruas e toull an nor hag a lavaras :
— It da foar an diaoul ! Aman ne zigemerer ket an truilhennou eveldoc’h-c’houi !
— Keuz ho pezo a-benn warc’hoaz d’ar poent-man.
— En hent, ha buhan, pe an archerien ho lakaio hep dale er goudor !… Klevet a rit ?…
Antronoz, war-dro eiz heur noz adarre, Yann a erruas e ru al Lin e Kastel, e toull dor e c’hoar Katellig. Gourvez ha kunudi