Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h Yann goz, 1922.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


YANN GOZ
————

D’an oad a bemzek vloaz, Yann Ar Ribouler eus a Enez-Vaz, a lakas en e spered e tlie gounit e vara war vor. En enezen e leze eur breur trizek vloaz, Paol, hag eur c’hoar unnek vloaz, Katellig, daou emzivad, digemeret gant eun dintin, c’hoar d’o zad.

Yann, eur paotr dijal, a c’houlennas beza digemeret da vevel bihan war eul lestr braz hanvet « Reder-mor ». Ar c’habiten, eur Breizad dispount, goude beza great eur zell piz war ar paotrig, hen digemeras en e lestr, en eur lavarout :

— Te, paotrig, a raio eur gwaz, eur bleiz-mor dispar, pe ez oun faziet.

Kennerzet gant ar c’homzou meuleudius-ze, Yann a en em roas a-zevri d’al labour, hag, evit digas da wir komzou e vestr, ne ehanas da rei skouer vad d’e genlabourerien. E nebeut bloaveziou, Yann a reas tro ar bed war e lestr braz, ha pa oa deuet evitan ar c’houlz da zervicha ar Roue, ar paotr, lorc’h ennan, a gemeras hent Enez-Vaz : eun nebeut deveziou en devoa c’hoant da dremen e-touez e dud, a-raok mont adarre da faouta mor war listri ar Roue.

Digouezet e bro e gavel, Yann a oa digemeret a-zoare gant e dintin Franseza, e vreur Paol hag e c’hoar Katellig.

Siouaz ! eiz deiz a dremen buhan pa vezer e-touez an dud a garer e gwirionez, ha Yann, an daëlou puilh en e zaoulagad, a rankas kimiadi diouz an tri den a garie ar muia war an douar, evit mont da Vrest da wiska dilhad martolod. War listri ar Roue, ar Breizad a oa eur skouer a zentidigez, eur martolod a zever, evel e oa bet war ar « Reder-mor », hag e holl vistri n’o devoa adarre nemet meuleudi da rei d’ezan.

Raktal ma oa achuet gant Yann e amzer e servich ar Roue, paotr Enez-Vaz a gavas a-nevez kabiten ar « Reder-mor », ha kerkent oa bet digemeret gant e vestr koz gant eul levenez vraz, muioc’h eget biskoaz oant adarre mignoned.

Ar warizi, siouaz ! a en em sil e pep leac’h, ha Yann, ar martolod leal, a oa bet tamallet e gaou evit eun dra grevus meurbed gant sturier al lestr. Ar Breizad na reas nag unan na daou, rei a reas raktal e zilez, kentoc’h eget diskuilh an den kablus.

D’ar c’houlz-ze, al lestr « Reder-mor » a oa er Perou, ha Yann a jomas er vro-ze da c’hounit e damm kreun.

Goude beza bet mevel e ti eur marc’hadour braz hag a rea kenwerz ar Guano, paotr Enez-Vaz a deuas da veza mestr e-unan, hag a-nebeudou, eus a vestr bihan, a forz da boania, e teuas da veza mestr braz ha pinvidik-perfoun. D’an oad a zaouzek vloaz ha tri-ugent, ar paotr Yann, mestr war an dachen, eiz kant mil lur gantan en e yalc’h, a gemeras eul lestr hag a deue eus ar Perou d’an Aber-Nevez. E galon a oa frealzet pa oa o teurel e