Ar vatez a lakeas an itroun da azeza war eur gador-vreac’h, met ar pennfollet geaz ne ehane da hirvoudi ha da skuilha eur mor a zaelou, en eur lavarout :
— Va merc’hig, oh ! ya… va merc’hig Germana a zo maro ! Ha me eo em eus he lazet !… Siouaz ! siouaz !
Pokat a rea d’ar boned, hen starda a rea war boull he c’halon, ha seblantout a rea goulenn outan petra oa erruet ! Siouaz !…
Trumm ha trumm, eur c’harr-dre-dan a gasas Madalen d’ar C’hastellin, ha raktal e kemeras eno an trên buhana evit monet da Bariz. Pa oa digouezet er gear-benn, he c’halon ankeniet, evel rannet zoken, e kemeras eur wetur c’holoet evit he c’has beteg he zi. En hent ne rannas ger gant den. Digouezet e-tal treujou he dor, e vennas koueza, evel aoun he devoa o pignat beteg he c’hampr, an traou holl en-dro d’ezi n’oant mui evel diaraok, he daoulagad a oa trellet. Kaout a rea d’ezi oa faziet war he hent, n’oa ket en he zi, hag e teuas a-ruzou betek toull an nor. Noz oa c’hoaz, den war vale, koulz lavaret.
Oc’h an harzou, evel eur vaouez vezvez, e kemeras adarre hent ar skalierou, met en traon e chomas eur pennad da azeza, evel da ziabafi. Mez ar re zaonet he devoa ! Ha, koulskoude, e ranke gouzout eur seurt pe seurt, red oa d’ezi pignat, ha pignat trumm.
Kennerzet gant ar garantez a vamm, Madalen, deuet a-nebeudou enni he-unan, a bignas, ha, pa oa digoret d’ezi an nor gant ar vatez, e redas war-eun da gampr he merc’h, hep lavarout grik da zen.
Diês e vije lavaret al laouenidigez a baras war tal ar vamm, hag al levenez a oa en he c’halon, pa welas he merc’hig kousket en eur gwele blod, o tenna gouestadik he alan e-touez an dilhad gwenn. Chom a reas en he c’hichen, azezet war eur gador, he dourn dehou war he zal, hag he daoulagad o skuilha daelou a levenez. Bep ar mare, ar vamm c’hlac’haret a boke d’he ealig bihan, d’he zenzor dibriz, ha ken start e pokas ma tihunas ar bugel.
Germana, raktal ma tihunas, dioustu m’he devoa digoret he daoulagad, a anavezas he mamm, a zavas en he c’hoaze hag a en em lakas da vriata anezi, da bokat d’ezi ha da c’houlenn outi e peleac’h oa bet.
— Oh ! maman, me ’m oa mall d’az gwelout o tont en-dro : papa n’oa ket laouen, ne c’hoarze mui ouz den, n’ez ea mui da bourmen, pa deue an noz ; ha me ’m oa aoun em gwele en noz, pa zonjen n’edos ket er gear. Breman, ’ket ’ta, maman, e chomi