Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h Ar boned-badeziant, 1922.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —


War ribl an dour, war an treaz gwenn, bugaligou a zo o c’hoari gant ar bili, o tastum kregin, o teurel treaz an eil ouz egile.

Madalen he-unan-penn, a zo breman o hirvoudi, he daoulagad a zo beuzet a zaelou, rak hi ivez he deus eur verc’hig, he deus eur pried, ha, siouaz ! he deus o dilezet. Ya ! Dilezet he deus eur pried, hag a oa re vad eviti, tec’het eo, daou viz a zo, eus he maner e Pariz, hep rei da zen da anaout da beleac’h edo o vonet.

Pa oa hi e Pariz, e skrive alies d’eur geniderv d’ezi, eat da chom da Vrest. Houman, e-leac’h kenteliou fur, a roe d’ar Barizianez kenteliou fall, he alia rea kentoc’h war an droug eget war ar mad, ha Madalen, eun tamm skanv a benn, he selaouas re vuhan, a reas buhez-fall d’he fried, a-nebeudou e kemeras kas outan, hen dilezas evit mont pell dioutan, da di he c’heniderv da Vrest. An traou a yeas mat e-pad pemzek dez etre an diou geniderv, met an taoliou teod a lakas buhan eur speuren etrezo. Madalen, kentoc’h eget chom da glevout begadou e ti he c’heniderv, a gemeras eur gampr e Morgat, evit tremen an hanv outi he-unan.

Breman, p’he deus gwelet brasder he fazi, e teu da zonj d’ezi eus he c’hear, eus he merc’h Germana, eus he fried ; ha, pa wel en-dro d’ezi o pourmen daou bried gant o bugale, an daelou a ruilh eus he daoulagad, rak sonjal a ra e c’hall kaout eveldo an eurvad a ro ar briedelez. Karout a raje roi eul loden eus he madou evit kavout adarre an evurusted kollet. Met da be sant en em ouestla ! Da biou e kounto ar gwall darvoud digouezet ganti, ha piou he hentcho war-zu an neiz dianket !

Pa deu an noz, ar c’houlz da vonet da gousket, ne glev mui mouez Germana, skiltr evel mouez eur pintig o richana, ne gouez mui war he diouchod pokou a garantez he merc’hig, ne wel mui o hun en he gwele ar bugel seiz vloaz he deus dilezet.

Pemzek dez a zo abaoe m’ema Madalen o ouela dourek d’he fec’hed, he zal roufennet, he daoulagad ruziet, he diouchod kleuzet, a ziskoueze da gement he anaveze, e oa eun dra bennak a vras digouezet ganti.

Eun dervez, war-dro nav heur eus ar beure, ar vatez vras a bignas betek kampr ar Barizianez, hag a roas d’ezi eur bakaden vihan. An itroun, gouestadik, a drouc’h an neuden, a denn ar paper a c’holoe eur boned dantelezet, lugernus, hag en eur goueza stok he c’horf d’an douar :

— Va Doue !… boned… badiziant… va merc’h !… Petra… petra zo… en em gavet ?…