Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Yannig Kolledamm, 1914.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Jakez, ha c’hoaz heman n’en em emelle ken nemeur eus e c’hovel. N’en doa da ober nemet kont pep-hini, digemer an arc’hant, pourvei houarn ha glaou d’ar mevel.

P’eo gwir e oa kalz labour, e oa red ivez kaout traou a-zoare da ober al labour-ze. Evel-se, eur miz goude m’oa digouezet Yannig e ti Jakez, e voe red kreski an ti, ar c’hovell, ha kaout eul lec’h distro da zigemeret ar c’hezeg a deue niverusoc’h bemdez. Setu ’ta Jakez a brenas eun dachennad douar hag a lakeas sevel evitan eur stal gaer hag eun ti a zoare da zigemer an dud. Bemdez, e-kerz an deiz, ne weled nemet kezeg o tont hag o vont dre an henchou, bet holl e govel Jakez.

Ar goveller hag e wreg a oa evurus meurbet. Netra n’o devoa da ober nemet dibri, eva eus an traou a rae vad d’ezo ha lakaat arc’hant a-verniou a-gostez.

Yannig-hen a oa manet paotr yaouank. Bet e oa, koulskoude, meur a wech o c’houlen merc’hed yaouank ; met, allas ! bep taol e veze roet e zac’h d’ezan, rak holl e larent d’ezan e oa en em werzet d’an diaoul, korf hag ene. Setu, ’ta, ar paour kêz Yannig, gant e daoliou gouiziegez, a rankas chom dizimez.

(Da heuilh)

Loeiz ar Floc’h