Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Yannig Kolledamm, 1914.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Eur marvailh nevez gant Loeiz ar Floc’h
————
YANNIG KOLLEDAMM
————


Gwechall goz, d’ar c’houlz ma oa gweturiou bras o kas tud ha marc’hadourez eus a Vrest da Bariz, e oa o chom war ribl an hent bras, en eur barrez damdost da Wengamp, eur plac’h koz gant he Yannig, he mab bihan.

Ar paotrig a oa bet desket d’ezan abred houarna kezeg gant eun amezeg.

Hogen e vamm-goz hag an amezeg-se a varvas trumm an eil warlerc’h egile, ha Yannig, o welet n’en devoa den ebet ken, a yeas da foueta bro, da glask labour war e vicher.

Skuiz-maro, e galon mantret gant ar glac’har, ar c’hrennard, eun nozvez, en em roas da hirvoudi er c’hoad, e lec’h m’edo gourvezet. — « Va Doue, emezan, pegen fall eo an dud e-kenver ar paour kêz dilezet, pa ne roont ket zoken eun tammig plouz e korn ar c’hraou d’an emzivad ! » Hag ar paotrig a ouele dourek…

En eun taol-kont, eun itron goz, gwisket en aour, a baras dirazan e-kreiz eur sklerijen skedus meurbet.

— « Sec’h da zaerou, mignon bihan, emezi, ha deus ganen d’am zi, ma roin d’it eur benveg talvoudus. »

Spouronet, ar paotrig a heuilhas ar wrac’h koz hag, eur pennad goude, e oa etre e zaouarn eur morzol aour hag a roe d’e vestr eur gwenneg gounidegez dre daol skoet gantan.

Ar c’hrennard a drugarekaas a-greiz kalon e vadoberourez hag a gimiadas diouti, e vorzol aour gantan war e skoaz.

Kaer en devoe Yann goulenn labour er goveliou a gave war e hent, den ne c’houle e zigemer. Darn zoken a wapae anezan, hen lezhanve « paotr e vorzolig ».

Koulskoude, « Rodig a dro, A red bro », hag hor paotr pemzek vloaz a en em gavas eun devez en eur barrezig vihan damdost da Vitré. Eno, war ribl an hent bras, eur paotr, teo ha du gant ar moged glaou-douar, a oa war gorf e roched o houarna marc’h portez eur meliner diwar-dro.

Yannig a yeas e ti ar goveller ha, gant eur vouez o krena, e c’houlas eur banne dour da derri e zec’hed. Eur plac’h a hanter-kant vloaz pe wardro a roas d’ar beajour yaouank eur werennad jistr, hag a c’houlas ouz ar paotr petra a rae gant ar morzolig a oa gantan war e skoaz.

— « Houarner kezeg oun, itron, hag o klask labour war va micher. Goulennet am eus a-gleiz hag a-zeou, ha den ne c’houl va digemer. »

— « Digouezet mat out aman, mabig, rak ma den a zo o klask eun deskard. Eman o tigouezout, end-eün, d’an ti gant meliner Penarroz. Me a gaozeo evidout, ha sur e vezi digemeret. »

Eur c’hard eur goude, Yannig a oa mevel bihan e ti Jakez Pettorek, mestr goveller.

Antronoz ar beure, Jakez ha Yannig a oa o daou er c’hovel. Hern kezeg a oa da ober, hep konta eur bern benviou a-benn an eost.

Yannig a oa ordrenet d’ezan chacha war ar vegin ha skei war an houarn ruz. E lec’h kemer ar morzol bras ha skei kalet evit plada an houarn ruz, ar mevel bihan a gemeras e vorzolig aour, hag, a-benn m’en dije skoet pemp pe c’houec’h taol, an houarn a oa dres ouz troad al loen-kezeg.

Jakez, o welet eun hevelep gouiziegez d’e vevel, a gemeras aon, doan dioutan. Laret a reas zoken d’e wreg e oa e vevel niz pe genderv d’an diaoul. Red e oa bet d’ar paotr diskleria fraez d’an daou bried ar pez a oa c’hoarvezet gantan er c’hoad ha laret en devoa bet ar morzol aour gant eur wrac’h koz. A-nebeudou e teuas a-benn da zizoania an daou bried, hag e voe lezet da c’hoari gant e vorzol aour evel ma karie.

A-benn eiz deiz goude-ze, kement tamm houarn a oa e govel Jakez a oa graet hern kezeg ganto, hag holl gant Yannig. Ar mestr goveller a oa stad ennan, a c’hellit kredi, ha ne ouie penaos diskouez e anaoudegez-vad d’e vevel yaouank. Ouspenn ma rae hern en eur c’hoari gant eun dournadig glaou bep ar mare, e ouie c’hoaz Yannig houarna kezeg a-zoare, hag, a-benn ma vije bet al loen e-pad pemp minuten stag ouz ar ruilhen, e oa ive staget pevar houarn d’ezan ha staget mat ; … morse ne enklaoue eul loen.

Ar brud a redas dre bevar c’horn ar c’hanton e oa en em gavet e ti Jakez Pettorek eun houarner dispar, ha kement labourer-douar a oa a deue di da lakaat houarna e gezeg, netra nemet evit gwelet ar mestr yaouank o labourat.

Setu ma oa kollet o labour, o fratikou (o hostizien) gant an holl houarnerien a oa war-dro Vitré, rak Jakez, p’eo gwir e rae buhan ha digoust al labour, a c’helle rei gwelloc’h marc’had pep houarn.

En eur ger, ouspen daou c’hant loen bemdez a veze houarnet e ti