Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —


Per

« Izidor Prajou, rener ar « syndicat », gantan ar groaz a vrezel hag ar vetalenn a guzulier ti-kear…

Fanch

O Agnez ! Digant hennez n’ez pezo ket kalz a gouignou sukret, nag a chakola… Diwal da goueza gantan !

Per

« Izidor a blij d’in kenaén…

Fanch

Oh ! mat ! evit d’in-me ne ra ket en holl. Ne oar ket zoken goulenn eur vaouez e-unan !!!…

Per

« Met eun all eo a vezo va fried, eun all hag a garan abaoe…

Fanch

Me eo hennez, parbleu ! Ar re all o deus bet pep hini e zac’h.

Per

« Fanch Maltourn, al lemmer, a blij d’in kenañ…

Fanch (o tridal)

M’hen douete, Agnez ! Va c’houignou a gavi mat…

Per

« Gantan ne vezo morse dilemm na va zizailhou na va c’hontelli, met gwenn ha divergl e vezint bepred…

Fanch

Oh ! allaz ya, avat, Agnez !