Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

hevelep tud, goude zoken m’o defe graet al le da zistrei ouz Doue, rak gouzout a ran e varv atao al louarn en e groc’hen…

Fanch (o c’hoarzin)

Ah ! ah ! setu an trede sac’h !… Hast afo ’ta, Lan, lakat e zac’h d’al lakez-man ouz e geïn… Tra la la ! la la ! la la !

(Lan a stag ar zac’h da Vartin.)

Per

« August Loper, marc’hadour kafe ha chokola, a zo eur bugel eus ar barrez-mañ, eur pôtr chentil ha mat da labourat. Hogen, me a gav d’in eman o klask pemp troad d’ar maout en eur c’hoantat sevel eur stal-vouteier er barrez-mañ. Nann, an dra-ze ne blij ket d’in, rak moarvat e savfen va zi war an traez-nij !… Ouspenn, lavaret e ve graet ne glask August nemet va danvez. Rak-se n’eo ket August eo a gemerin da bried…

Fanch (o c’hoarzin)

Na me kennebeut !… ne vijen ket ken droch-ze, tra !…

(Lan a skoulm e zac’h da August.) Per « Yvon Pennadoz, ar c’hemener gall, a deuy d’am goulenn pa ouezo komz ervat e brezoneg, ha pa vezo savet eur varvennig bennak d’ezan dindan e fri…

Fanch (o friza e varo)

Pa ’z pezo baro eveldon-me. — Lan, samm e zac’h da heman ma ’z ey da zeski brezoneg da Venez-Are.

(Lan a laka d’ezan e zac’h.)

Fanch

Breman ez eus eul lakez ac’hanout avat, kemener.