Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


August

Evelato an dra-ze ne c’hoarvesfe ket en eur stal dalc’het mat evel e vije va hini-me.

Biel

Unan bennag eus da voutaouerien a vefe bepred vi pe labous gantan, e wenneien a rafe diaes d’ezan ken na vijen diskennet en eur c’hontouer bennak !

Fanch

Ha pa vezo fripet o gwenneien ez aïnt eus an eil osteleri d’eben da c’houlenn termen, hag e vezo graet d’ezo lounka ken ma vreugeudint eus ar mogeriou.

Biel

Rak-se, August, ma c’hounezez braoik da dammig bruzun oc’h ingala sukr, kafe, ha kraon-kelvez, gwella peus da ober eo kenderc’hel, kentoc’h eget mont da glask kastrilhez ouz lonkerien o zizun.

Fanch

(Da viel :) Eun ali fur a roez d’ezan, Biel, rak aesoc’h eo poueza eul lur kafe eget dibrada eur wezenn fao pe evlec’h, hag en doare-ze e lezo va dousig ganen-me.

Per

Eun druez eo gwelout peger bras dismantr a ra en hor bro, an evachou milliget.

Biel

Ma karfe an dud ober eveldon-me, lezel ar gwiad-kevnid da zevel war ar boutailhou, klaoustre ez afe gwelloc’h al labouriou en dro eget ne ’z eont breman. Te August ne zalefes ket da welout da voutaouerien oc’h