Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

ober d’it labour hanter c’hraet, bouteier talaset re vuhan, eur vez da welout ha diaes da werza.

Per

(Da August). Ya, ar pez a lavar Biel d’it a zo re wir. Ar vicherourien en dervez a hirio, eur c’halz anezo da vihana n’eo ket o klask poania evid o mistri eo emaint, met o klask e-doug an deiz sacha war an ibil-berr, ober nebeuta ma c’hallint, ha kaout ar muia ma c’hallint a bae ! Evelse an traou a jom ker, ha n’euz ket a lec’h da veza souezet ! Setu ’ta, August, ez oun lakaet nec’het ganez. Kerz da azeza ha bremaïk, Agnez a lavaro d’it he zonj warnout.

Fanch

Ya, azez em c'hichen da c’hortoz ar varn-jeneral.


————


VII DIVIZ
AN HEVELEP RE, HAG YVON PENNADOZ OUSPENN


Yvon (gwisket kaer, eur re vanegou gantan)

Bonjour, mes chers amis.

Lan (d’an dud)

Setu pôtr ar galleg plat !… Plijadur a zo da gaout !…

Yvon (o skrabat e benn)

J’ai appris à demander ta fille en « braiton » mainant, hein ! vieux dur à cuire.

Yvon (dichek)

Petra !… « vieux dur à cuire » a leveres d’am zad, amprevan !