Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


Per

Eun druez eo komprenn pegen diskiant eo al lemmer daonet-ze, m’en tou ! Gwelet a rit ar mestr-skol en ho kichen. Kemerit skouer dioutan, ha bezit sioul eveldan, va zud.


————


V DIVIZ
AN HEVELEP RE HAG OLIER ROBEL OUSPENN


Olier

(A denn e dok, hag a stou izel :) Disul diweza oa en em gavet va breur-kaer ganen, hag em oa graet eur zac’had, n’hen nac’han ket, met hirio ez oun diabaf-meur, evel a welit holl, ha deuet oun hirio da vat da c’houlenn ho merc’h diganeoc’h, Per. Agnez, ma ve bolontez Doue, a vezo eur brinsez em serr, ha n’eo ket mouniz eo a rei diouer d’ezi, tra !

Per

Ma ne vijes bet mezo nemet disul diweza, an dra-ze a vije bet nebeut a dra, met siouaz evidout, hervez ar gaoz a zo graet d’eomp abaoe disul, ez peuz brud-stard da lounka kement gwenneg a c’hounezez, hag ouspenn evit doare ez out c’hoaz eur ribouler-noz hag unan touet zoken. Mat ! va fôtr-kaez, an techou fall-ze, anat eo, ne raint ket a vad d’it evit dimezi, rak piou a garfe rei e verc’h da eun den yaouank ha n’eo ket gouest da zerc’hel e benn.

Olier

Muioc’h a ze a ezomm em eus eur vaouez d’hen derc’hel d’in.