Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —


Biel

Ma n’ec’h eus ket a youl a-walc’h d’en em c’houarn ervat da-unan, ne zenti ket nemeur muioc’h ouz mouez da vaouez pa vezi o veva en he serr,

Olier

Toui ’ran e vezin skouer ar priejou pa vezin dimezet da Agnez ! — (D’an dud) : Met, lavaret a ran, evel an Tregeriad :

« Lesk anei
Ma ve d’in, me daiho d’ei. »

Per

Oh ! n’eo ket komzou flour eo a laka an dienn da zevel war an dour, nag an avalou ruz e beg ar spern. Kaer a vez ober, pôtr, al louarn a ya ato d’ar yer, ar bleiz d’an danvad hag ar mesvier d’e vanneou. Hag etre m’emañ o c’hlaouri ouz ar gwer, emañ ive e c’hreg hag e vugale o c’hlaouri er gêr ; ya, o c’hlaouri gant an naoun hag o sklasi gant ar riou. — Kiev, Olier, n’em eus tamm c’hoant e ve va merc’h pried eul lounker, evit mont da frita mizer.

Fanch (o strakal e zaouarn)

E lec’h diganen-me he devezo chakola ha pastilhou mantet. — Takebie, Per ! c’houi o pije graet eur prezeger !

Biel (o kounta war e vizied)

Pet maouez az peus goulennet dija ive, Olier ? Gwelomp : Mari Beg-araok, Mac’harid Fri-butun, Soaz al Leaz-trenket, Katou an Dilav-yod, Yvona ar Moumoutig, Gwilhamed al Loudouren, ar pez a ra c’houec’h…

Fanch (o c’hoarzin krenv)

Hag ar zeizvet a [zo] aet ive e-biou d’ezan. Ar pez a ra