Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

« c’hafe », a vez o pourmen ar vro gant e woetur vihan, eur mell ki stag outi.

Da bempet e lennan ano Izidor Prajou, mab a di, eur pôtr eus ar re fura a c’helfet da gaout. Ar groaz a vrezel en deus gounezet hag er « c’honseil municipal » emañ ive.

Da c’houec’hvet ec’h hanvin Fanch Maltourn, al lemmer, pôtr ar plakou… Hennez a c’hounit, ugent real bemdez.

Ar seizvet eo Yvon Pennadoz, bizied hirr dreist d’ezan… ma ne vijent ket bet kamm, — kemener eo eus e vicher… pa ra unan bennak, — ken lemm e deod hag e nadoz.

Ebad a zo da gaout, m’hel lavar d’it.

Lan

Me, pa n’oun ket sac’h d’an diaoul, a lavar dioustu dijipot n’eus nemed unan e-touez ar seiz-ze hag a vefe diouz doare Agnez.

Biel

Ha piou eo an den-ze, Lan ?

Lan

Izidor Prajou, ha den all ebet ken, d’am zonj, Biel.

Biel

Aet eo va ger ganeoc’h, Lan. Me ive a zo Izidor em goulou, ha n’eus nemetan… — Met e peleac’h emañ Agnez, tad ?

Per

Aet eo d’ar gousperou, hag hirio, ker just ha tra, ez eus bodadeg Bugale-Mari. — Agnez, sûr awalc’h ne vezo ket er gear araog ar pardaez-noz.