Pajenn:Ar Floc'h - Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


Lan (o sellet er prenestr)

Fidandommen !… unan a welan o tont… tiz a zo warnan… eur mortolod eo diouz an doare anezan !… Patatras !… eman kouezet diwar e varc’h-houarn… Eur gwall stokad en deus tapet !… Ah ! la ! la !… Ar vortoloded !… emañ pignet warnezan adarre… Eman o tigouezout.


————


III DIVIZ
PER, BIEL, LAN, JOB JUPEN


Job (a dorch e zilhad)

Va zud keiz !… eun tarosennad am eus tapet aze e traoñ ar grec’hienn, o klask tec’het diwar eur vioc’h.

Lan

Evit doare, zûr, pôtr, n’emaout ket diwar dour ar zaoud. — Hag e kredes dont gant da benn abafet da c’houlenn eur vaouez !… Allaz ! allaz ! n’emaout ket mat, va fôtr !

Job (droug ennan)

Me !… Abafet !… Ampouaïlh koz, m’az oc’h !… — Me ven ket pell !… Paneved hoc’h oad em befe ho strinket !…

Per

Bet oc’h eus va lizer, Job Jupen ?

Job

Ya, Per. — Hag a greiz va c’halon ho trugarekaan. — Evel a ouzoc’h dre va lizerou, em eus eur c’hoant bras da lakât eur vaouez eürus em serr. Hogen, ho merc’h Agnez eo am eus dibabet etouez an holl verc’hed am eus