Pajenn:Ar Floc'h - Tri mab an toer koz, 1919.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TRI MAB AN TOER KOZ

(6)

————
Kontaden nevez
gant Loeïz AR FLOC’H
kendalc’h
————


— « Ar vantell-ze en deus roet d’it, breur ? »

— « Ya, ha ganti ez oun erruet er gear evel en eun hunvre, ha Chef a zo lorc’h enni gant he fod hag he lapous marallet. Ar pod a bourve stripou d’ezi ha deomp oll muioc’h eget na c’hellomp debri, hag al lapous hor sklerijenn guelloc’h eget dek goulaouen. »

— « Red e vezo d’in mont da welet lapous Chef hag he fod stripou. »

— « Deuit disul da Gerlouan da ober beb a gofad, hag e kaozeimp.

III
Gwarizi etre an daou vreur

Er zulvez warlerc’h, Sezni hag e familh a bez, a ieas da leina da di Cheun. Goude ma oa drebet ar zouben, Cheun a zigasas pod ar stripou war an daol ha goude beza diskouezet d’an holl e oa goullo ar pod, e lakas ar goulc’her warnan, a skoas warnan daou daol gant al loa-bod, ha kerkent ma oa tennet ar goulc’her, e oa kavet eun tamm c’houek a lip-e-bao, eur podad stripou melen-aour, eun dudi e welet. « Alo ! tudou, chachit ganeoc’h mar kavit mat, pa ne vezo ket ken, e vezo c’hoaz, a lavaras Cheun, lorc’h ennan da vouga, gant e bod burzudus.

— « Ha lapouz ar sklerijen, Cheun, e peleac’h eman, a c’houlenas Sezni gant eun ear goapaüs. »

— «  Er zolier eman, eme Chef, en e gaoued aour, mont a ran d’e gerc’hat, evit hen diskouez d’eoc’h, biskoaz n’e-meus gwelet eul lapous ken kaer pluet, ken dibikous ha lapous ar sklerijen.

— « Eur c’hras eo ganeomp, eme Cheun, abaoue m’eman al lapouz en hon ti, rak, gwir-pater, eun dudi eo gwelet pegen kaer e sklerijen ac’hanomb bep noz. »

Pa oa laket ar gaoued gant Chef war an daol, Sezni a dennas al lapous diouti, a zellas piz outan, a welas skrivet dindan askell deou ar c’homzou-man : « An neb a zebro va fenn, a vezo roue e Bro-C’hall ! » ha war e askell gleiz : « An neb a zebro va c’halon, a gavo hanter-kant skoed bemdez dindan e benn-wele. »

Sezni neuze, heb diskouez netra, a lakas al lapouz en e gaoued en eur lavaret dizeblant : « Ia, eul lapouz brao eo, met en Amerik ar seurt lapoused-se a zo ken stank evel ma z’eo ar filiped war dro aman, n’o deus ket a dalvoudegez. »

— He ! he ! eme Chef, a lapouz-ze a ve talvoudus d’it-te, Sezni, da lakat en de gampreier brao, aman eman etouez an truilhou. »

— «  Ya avad ! dleet e ve d’eoc’h rei d’in al lapouz, en envor euz va breur Biel, ha koulz all, roet em beus da Cheun daou c’hant lur en aour evit klask Biel ha sur oun d’en deus ket dispignet an anter…

— «  Amzer ! eme Cheun o sevel e vouez ! Te, breur, ma peus roet da arc’hant, a zo e kichen unan hag en deuz roet e amzer, e boan gorf hag e boan spered. Pa edos-te o kouskat en da wele plunv, me a oa war ar raden du-ze en Koat ar C’hrannou, war ar balann e kreiz etre daou gi kounnaret, ha war al lann-pik, du-ze en eun tu bennag, a-bell, hag araok en em gavout en ti Viel, ez eo bet red d’in stourm oc’h eur strollad chas, oc’h eur vagad bleizi hag oc’h eun toullad moc’h gouez, paotr, hag en eur par-berr, e lavaran d’it ma ne vije ket bet digor-frank va daoulagad ganen, an aotrouien-ze o dije great eur paotr brao deus Cheun. Rakse ta m’am beus eun draïg bennag, eo dre va foan eo em beus anezan. »

— «  Te zo eat da volc’h diwar da lin, evit doare Cheun !… piou zo o c’houlen da lapouz diganes ?… Chef eo a zo o kinnig anezan d’in, n’e ket me eo her goulen, a lavaras Sezni.

— «  Houman gant e ginou baz-dotu, a zo prest da rei he zraou evit netra, n’ho deus ket bet a boan oc’h o gounit, han ! »

— «  Ha koulskoude, ne nac’han ket, ar re vihan a zu-man o dije plijadur gant al lapouz ! amzer muioc’h evit aman da entent outan a vije ive. Rakse, m’ho pefe c’hoant d’en em zirober dioutan, me a rofe eur gwennek bennag evitan, eme Sezni. »

— «  Al lapouz a zo aze hag a jomo aze pa lavaran, eme Cheun. »

— «  Petra ri gant ar c’hoz lapouz-ze ! gwelet a res ne zebr ket a vouet diganemp, ne ra nemet pismigat, ez eus eun tamm mat muioc’h a chastre gantan evit ar pez a dalv. Gwelloc’h e vezi pa weli anezan astennet e garavellou gantan en e gaoued, a lavaras Chef.

— « Ar re-man, ar merc’hed-man a zo traou kasaüs evelato, deustu ma vezont direnket diwar al labour int kustum da ober, raktal, emaint o klem, zoken ma rankont boueta eul lapouz, eme Cheun.

— «  Me roio pemp kant lur d’it evit da lapouz, kaoued hag all, ar gaoued eo a dalv, n’e ket al lapouz ! a lavaras Sezni.

— « Han Cheun ! klevet a res ! da vreur a ro d’it evit da lapouz peadra da zevel hon tiegez ! N’eo ket gwelloc’h d’it kaout eur vuoc’h hag eun loen kezeg muioc’h en da graou, eget kaout al lapouz hag e gaoued ? Hennez a zo eul lapouz bourc’hiz, n’e ket eul lapouz kouer eo, ne jomo ket beo ganeomp-ni. »

Cheun, pa glevas hano eus a bemp kant lur, a lezas raktall e gleze da goueza d’an douar, hag a lavaras evel pa vije droug ennan : « Gra evel ma gari gant da lapouz, gwerz anezan, rak ne vezo peoc’h ebet diouzit, Chef, ken a vezo great da volontez, ha mar teufe d’ezan mervel prim, neuze e ve great an traou d’in n’em befe biken buez vad en da ser, rebech a rafes d’in ar pemp kant lur am bije lezet da vale, da vont ebiou d’in. »

(Da heuilh).
Loeïz AR FLOC’H.