Pajenn:Ar Floc'h - Tri mab an toer koz, 1919.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
TRI MAB AN TOER KOZ

(7)

————
Kontaden nevez
gant Loeïz AR FLOC’H
Divez
————


— « Great ar marc’had, Sezni, kas al lapouz ganes kaoued hag all. Hennez, al lapouz keaz ze, a deuio vad ennan du-ze, hag aman n’en dije great nemet dizeria bemdez, eme Chef.

— «  N’eus gwennek ebet ganen, Chef, termen a ranki rei d’in. »

— « Ha goude ! me ielo dụ-ze, eur wech bennag da garga va godel. Abenn eur pennad goude, Sezni a roas eur pred braz d’e hostisien, d’e vignouned, niverus wardro Lezneven, Landerne ha Landi. Ouspenn triwec’h kant den a oa direded da gemer perz er brasa pred a oa biskoaz roet e Lezneven. Cheun avad hag e Chef, n’oant ket pedet ne da vont d’ar friko, na da jom er gear, re a druilhou a oa outo, da zonjal e vijent pedet da vont d’eur banvez n’oa ennan nemet an dibab eus ar juloded a Léon. O tastum eun hevelep bagad tud en dro d’ezan en devez-ze, Sezni en devoa e zonj, ha ma rea kementse a vizou e ouie mat pretra rea. Gouzout a rea, abenn beza roue, e vije d’an nebeuta red d’ezan beza anavezet er vro evel eun den pinvidik hag eun den a zoare, pe ar bobl n’eo dije fisianz ebet ennan. Gouzout a rea mat, abenn ober eun dispign ken bras, e vije red d’ezan anzao oc’h e wreg an doare en devoa kavet da veza roue Bro-C’hall. Setu eun devez e tiskouezas e lapous d’e bried muia karet, e tiskouezas d’ezi ar c’homzou a oa skrivet en tu diabarz eus e askell deou « An neb a zebro va fenn, a veze roue e Bro-C’hall. » Goudeze e tiskouezas d’ezi en tu diabarz eus askel gleiz al lapouz, hag e welas skrivet freaz : « An neb a zebro va c’halon, a gavo hanter kant skoed bemdez dindan e benn wele ». Setu n’e ket aour da baea mizou ar pred bras, ha goudeze, n’eo ket enor a vankche d’ezan ha d’e familh. Hogen, Sezni o konta d’e wreg ar pez a dlie en em gavout, n’en devoa ket lavaret d’ezi tevel an traou-ze, hag abenn eiz dez goude, kement truilhen a ioa e Lezneven d’ar mare-ze a ouie, pell araok ar pred, e tlie Sezni al Loutik beza roue heb dale, en devoa eul lapouz en eur gaoued aour, ha oa merket freaz an traou-ze war e askell deou. Klevet e oa zoken e kave gwreg al Loutik anter-kant skoed bemdez dindan he fenn wele, bennoz ato d’al lapouz burzudus.

Pik pe vran a gan, ar c’heleier a ia buhan, ha Cheun al Loutik eus ar Gerlouan ne zaleas ket da glevout ar gaoz vras a reat e Lezneven ha wardro, diwarbenn e vreur Sezni. Darbet oa bet d’ezan koll e benn, ne gouske na ne zebre tamm ha ne ehane oc’h Chef ! « Ya, te, ha te hebken, salopen maz’out, eo a zo kiriek ma n’emaoun-me ket hirio war an tron ! te, gant da c’henou klapez, eo a zo penn-abeg ma ne gavan ket bemdez dioc’h ar mintin anter-kant skoed dindan va fenn-wele ! O va Doue ! va Doue ! pegen bras rann-galoun evidoun ! »

— « Mar kirit, tad, me lavaro deoc’h petra da ober, a lavaras Katellig en eur c’hoarzin. »

— «  Ha petra rin ’ta, va merc’h, evit beza roue ? evit beza pinvidik ? »

— «  Gouzout a rit ho peus eur vantell, ha ganti e c’hallit mont difre d’al leac’h m’ho pe c’hoant, zoken dindanni ne vezit ket gwelet gant den, a livirit. »

Ah ! satandallet ! va merc’h, awalc’h e peus !… daou a oar muioc’h evit unan, hag abenn dek minuten, eman va lapouz em c’hampr ha dindan alc’houez, hag an hini a dostafe da esa her c’haout, n’eus forz piou e ve, a ve great brenn eus e eskern. »

Cheun eta, leun a lorc’h, a gemeras e vantell, ha da Lezneven mar gouie mont gant herr. Mont a reas e ti e vreur dre ar prennestr a gavas digor er gegin, tremen a reas evel eur fourrad avel, spounta reas ar geginourez dre an tiz a oa gantan, furchal a rea dre ma iea, o klask al lapouz ; met kaer en devoa bet furika er c’halatrez hag er c’hampreier, tamm lapouz na welas. Neuze, e toull dor kampr e vreur, e choumas da ehana, da c’hortoz ma vije digoret an nor, rak eno douetus, e ranke beza al lapouz dibris o kluda. A bouez gedal eur pennad, Cheun a glevas ar gaoz a oa etre e vreur hag e c’hoar-gaer ; kount ar friko a oa ganto o daou, klevet a reas Sezni o lavaret : « Al lapouz a vezo laket war hor plad deomp-ni, da vare ar rost. Me a zebro ar penn, a te a zebro ar galon, d’it an arc’hant, ha d’in ar gurunen aour. »

— « Mad eo, eme Cheun outan e-unan, en eur dec’hout trum, me, douetus, am bezo c’hoant da gaout eun tamm ive. » Evit mont eus an ti, oa bet red d’ezan spounta c’hoaz eur wech all ar geginourez, ha terri eur weren war ar prennestr.

Pa oa digouezet deiz ar pred bras, roet dindan ar c’hoc’hu ha wardro, ne welet nemet tud o dilhad kaera ganto, o tifoupa a bep tu. D’an taol a zeg heur, oa eur zervich bras laket gant familh al Loutik ha familh Penbroc’h, evit eneou kement hini a oat da anaoun d’ezo. An iliz a oa leun-chek, n’eus ket ezom da lavarout. Goude ma oa echuet al lidou kanv, eun niver bras a dud a redas d’ar Folgoat, da saludi an Itron Varia, ha da c’houlen outi ar grasou o devoa ezom.

Da ziv’heur, an dud a dostea oc’h ar c’hoc’hu, ha mont a reant enni evel ar gwenan en o c’hesten, pa deu eur barr-glao. Vardro pemp heur, Pa oa ar pennou lawen o welet ar rost o tostaat, pa oa an holl o hopal : Bevet hor roue ! eur fourrad avel spontus a lakeas da winta eun anter eus ar boutailhou hag eus ar plajou. An dud, strafuilhet-oll, a dec’has, hag a c’houlennas an eil digant egile petra oa c’hoarvezet. Allaz !… den na ouie da biou tamall, nemet d’an avel, ha pep hini a en em dennas d’e gaer, da gonta d’e dud an darvoud c’hoarvezet er banvez braz.

Cheun ive a en em dennas d’ar gaer gant e lapouz maro, a lounkas raktal kaloun al lapouz, a zebras e benn en eul lonkaden.

An istor ne lavar ket pe seurt reusiou en devoa great roue nevez Bro-C’hall, m’oarvad eo marvet ha douaret gant Chef e rouanez, e gwered Kerlouan.

Evelse, evel eur fourrad avel, e tremen enoriou ar bed-man : a-veac’h tizet, emaint tremenet.

Parvarzek miz goude, Biel, ar breur dianket, a deuas da vro e gavel, en devoa bet an eurvad da gennerzi kalon e vamm, da zigemer he huanad diveza. Paour e varvas evel m’hen devoa bevet.

Loeïz AR FLOC’H.