Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —
He merc’h Finig, neuze, en eur skrabat kern he fenn, a lavar d’he mamm ar pez a oa c’hoarvezet.
— Eur paour barvek a zo bet aze, hag a lavare e oa barrek da lakat ar vein da drei e kig-moc’h, ha me, o sonjal e vije an dra-ze talvoudus-braz evidoc’h, mamm geaz, o veza ma ’z eo ken ker ar c’hig-moc’h, a zigoras d’ezan an nor. Met siouaz ! goude m’en devoa karget e gof a gig-moc’h gwirion, goude beza lonket eur voutailhad gwin hag eun all leun a chistr, e tec’has ivel eul luc’heden, ha douetus bras, an anduilh a zo eat ive gantan !
— Gant va c’houeac’h anduilhen-me e c’hallo ober koraiz, al louz koz, ha te, loudouren, hiviziken, pa livirin d’it eun dra bennak, a c’hello senti !
— Ya, mamm, biken ken ne zizentin ouzoc’h !
Loeiz Ar Floc’h.