Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Laer an anduilh, 1922.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

vad gant mein gwenn, hag ho mamm, pa deuio d’ar gear e serr-noz a vezo laouennoc’h c’hoaz, o sonjal ne ranko mui prena kig-moc’h da ober souben zruz d’he bugale. Hag ho tad ’ta, pegen evurus e vezo, pa welo e c’hallo gwerza e holl voc’h. Kement hini a zavo a vezo da werza, ne lazo hini ebet evit an ti. Met arabad d’eoc’h konta d’an dud all, na diskouez d’ezo penaos trei mein e kig-moc’h, hein ! pe mar teufe d’eun den all gouzout an dra-ze, c’houi ne ouesfec’h ket ken, ar vein ne drofent ket ken e kig sall ! Diwallit mad !… Ah ! me gav d’in ema an dour o virvi, pelloc’h ! trouc’h bara breman, paotrezig, ma vezo taolet dour bero warnan, ha buhan, digounet oun gant an naoun !

Ken buhan ha lavarout, ar barvek koz a oa oc’h an daol, o lonka souben domm, ha p’en devoa karget e gof, e lavaras :

— Breman, va bugaligou, me zo o vont da gas ganen an tamm kig bihan, an hini a oa dalc’het evidoc’h evit ho meren-vihan, hag e lezan ganeoc’h an tam bras, ar mean-kig. Hennez, a-benn div heur aman, a vezo poaz-mad ; grit tan a-zoare dindan ar pod, ha, kredit ar barvek. Biskoaz, na c’houi nag ho tud, n’ho peus tanveet eun hevelep souben !… Sellit, lakit ho fri a-zioc’h an ezen a deu eus ar pod, hag e welfoc’h ha gevier a lavaran !… Sell ’ta va brepoz ! edon o vont da lavaret kenavo d’eoc’h, hep beza goulennet hag-en a zo gwin en ho ti !… Bah ! bah ! gwin a peus ?

— Ya, gwin zo, chistr mad a zo ivez.

— Digas d’in neuze eur voutailhadig eus an eil hag eus egile, ma tiskenno va c’hig-moc’h d’an traon, merc’h !

Ar bugel hep argila, a roas e c’houlenn d’ar paour marlonk, hag en eur c’hoarzin, ar marmouz koz a lonkas a-stag-penn an diou voutailhad an eil war-lec’h eben. Anter-vezo neuze e tapas krog en e zac’h, hag e-tal an treujou e lavaras d’ar vugale :

— Bezit bepred sentus, arabad e vezo d’eoc’h hiviziken kredi re vuhan sorc’hennou an dud n’o deus youl all ebet nemet da veva diwar ho koust. Selaouit mouez ho mamm, hag arabad e vezo d’eoc’h digemer dindan ho toenn an dud ne anavezit ket mad. Ar gentel a roan d’eoc’h breman, a dalv ar pred ho peus roet d’in ! Kenavo !

Finig neuze, a wel he fazi, gouela ra, ha teuler a ra er vaoz ar mean-kig ne felle ket d’ezan rei e zruzoni.

An noz a zo deuet, ar vamm pa ’z a da aoza koan, a wel n’eus mui anduilhen ebet oc’h ar groug hag a c’houlenn da beleac’h int eat.