Pajenn:Ar Floc'h - Kontadenn wir - Ar Vro, 1910.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

d’ho tud, er vro e pehini oc’h ganet, labourit hag o pezo bara da zebri aman gwelloc’h eget el leac’h all.

Disul pa deui an aotrou-ze aman, lavar dezhan Mari, ho peuz muioc’h a joa ouz da dud, ouz da vro eget ouz Pariz ha kement a zo ebarz ha dioual da veza touellet ganthan, rak an aotrouien-ze a oar kaozeal brao, ha lakat ar gaou da veza gwir. »

— « Oh mam ! n’eo ket eun avans d’ezhan kaozeal brao ouz-in biken na z’in ganthan, rak re a garantez em euz evidoc’h, ha bremaik e bourk ar Vouster, Jopik ha me hon deuz gouelet hor gwalc’h ha touët hon deuz en em garet hon daou, beza eun deiz unanet gant liamou sakr ar Briedelez. Ia, va mam, e Breiz oun ganet, eur breizad em bezo evit pried, hag e Breiz e kouskimp hor c’housk diveza an eil e kichen egile.

Loeiz ar FLOC’H (Stourmer).


————