da garet a ran, da garet a rin, mes lavaret a ran d’id e ranno va c’haloun en deiz ma klevin lavaret e vezi eat da Bariz ».
— « Nan, nan, Jopik, va mignoun, pell deuz va zud, pell deuz va bro, pell deuz an hini em euz dibabet evit beza eun deiz va fried, na gavin ket an ëurusded ; eun dra bennag a vefe ato o krignat va c’haloun, o waska va spered. Aman etal an iliz-ma, laka da zourn em hini, ha touomp an eil d’egile en em garet da viken, hag hon daou asamblez, huchomp a vouez uhel : Foei da Bariz ! Bevet Breiz ! »
Eur pennadik goude, an daou zen iaouank deuaz deuz ar vered hag a ieaz da walc’hi ho daoulagad ruzied gant an daëlou, e dour sklær feunteun an iliz. Ober a rechont eun dro-dans emesk ar iaouankis all, hag e teuchont d’ar gear.
An heol a ioa kuzet, du-ze en dremwell, al laboused, goude beza kanet kanaouen an abardaez, a ioa o klask ar gwasket evit tremen an noz, pa en em gavaz Mari er gear.
An tad a zo etal an tan o vutuna, ar vam a zo o kempenn amann.
« Ac’hanta, Mari, tremenet mat eo ar pardoun » ?
— « Ia, mam ! Dansal em euz great. Kanet em euz, ha ouelet em euz, ive. »
— « Ché ! merc’h ! ouelet o peuz, na fell ket d’eoc’h mont da Bariz ta ! »
— « Nan, mam, na zin ket da Bariz, abalamour da galz a draou. »
— « Furoc’h eo ho merc’h eged-oc’h, a lavaraz an tad, o tenna e gorn-butun er meaz deuz he c’henou. Ia, va merc’h, chomit er gear, rak beteg brema an douar a labouromp, o deuz hor maget oll, ha red eo esperout e raio c’hoaz. »
— « Ar pez a zonjit, va zad, a zonjan ive, ha ma n’en beuz ket bet beteg hirio friko da zebri, ez oun ken krenv, ken iac’h evel ar re o deuz bet. Ouspenn, koulz eo ganen beza er park o labourat, o lounka ear vat ar meaziou ha c’houez vat ar bleuniou, evel beza en toull-kambr e kear, o lounka ear fleriuz, an ear a ra an dud peultriner. Ma c’hounezer e Pariz, kalz arc’hant e vez ive kalz muioc’h a leac’h da zispign eget war ar meaz. Ama peb tra a zo paduz, e Pariz, ar mod a chench aliesoc’h eget bep bloaz. Aman e vevont digoust, e Pariz eo ker peb tra. O chom aman e vezin mestrez, o vont da Bariz na vezin ket… N’eo ket hebken an traou-ze eo a zalc’h ac’hanoun em bro, mes ar garantez em euz evidoc’h o taou, evit va daou vreur ha va c’hoarik vihan, ann traou-ze ive a zalc’h ac’hanoun stag ouz ar vro welaz ac’hanoun o tont er bed.
An diduamanchou em bije e Bariz, n’ouzoun ket petra int, mes klevet em euz ez euz kalz anezo hag a zo noazuz d’ar spered ha d’ar galoun. Ama ema ar pardouniou en hanv, ar beilladegou er goanv, an dansou er frikoiou, an oll draou-ze a gavan kalz kaëroch eget diduamanchou Pariz.
Rakse ! ha va zonj a zo great ha great mad, e Plouguer oun ganet, e Plouguer e vanin mar plich gant Doue. »
— « Goulskoude, Kato ar Born euz ar Gervian, a zigaz ugent liur ar miz d’he mam : setu aze eur plac’h ëuruz en he c’hozni gant ar iaouanka deuz he merc’hed. »
— « Ia, mam, abaoue ma z’eo eat da Bariz, bloaz zo, e deuz digaset ugent liur ar miz d’he mam, mes bremaïk pa vezo dimezet da eur Barizian bennag, ne c’hello ket zoken digas ugent liur ar bloaz. Ha neuze an hini goz a vezo lezet er gear outhi he-unan da vervel gant an naoun ma ne deu ket an dud vad da zikour anezhi. »
« — Mad Marie ! gwir a leverez, red eo d’in mont a du gant ar wirionez, hag anzao a ran eo re droet va c’haloun gant an arc’hant, ha re nebeud gant ar garantez a dlean d’eoch oll. Ia, va bugale chomit tost