Pajenn:Ar Floc'h - Histor fentuz Lanik an Tougn - Ar Vro, 1907.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


Histor fentuz Lanik an Tougn
gant Loeiz Ar FLOC’H
————
(Kendalc’h)


Kas anezhi ganez, ma ra an dra-ze plijadur d’id, mez abenn eur miz aman e fell d’in e c’haout adarre.

Kenavezo, va breur Perik, kenavezo abenn eur miz, me deuio adarre d’az kuelet, gant eur c’helou mad evidoud, hag ivez evidoun.

Lanik kerkent a wiskaz ar vantell hag a lavaraz d’ezhi nijal war zu Brest. Digouezout a reaz e Brest pemp munut goude ma oa loc’het euz a Rosko. En em gavet e ti e vreur Louzaouer, Lanik a lavaraz d’ezan :

« Abenn eiz devez aman an Impalaër a ro e Pariz enn enor d’e verc’h hena, eul lein vraz e pehini e vezo dek mil den ouz taol. Kaër zo bet klask n’euz kavet keginerez ebet gwiziek awalc’h da brienti al lein ze. Dek mil lur a zo da c’hounit, ha me gant da zerviet-te a c’hall ho gounit. Evel ma ze dleet, an hanter a vezo d’id hag an hanter all d’in. Va breur Persoun en deuz roet d’in he vantell evit mont buan, ha te, a gredan, a roi d’in ivez da zerviet evit dond abenn da aoza ar pred braz-ze.

— Kas anezhi ganez, ma zo tro da ober vad d’id, mez ma c’houne-