Pajenn:Ar Floc'h - Histor fentuz Lanik an Tougn - Ar Vro, 1907.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

lur. An dominoïou a strakaz epad an deiz, ha merc’hik koant an Impalaër a gollaz kalz a villuriou ouz ar Breizad tok-ledan. Pa oa deut an noz, oant eat holl da goania. Biskoaz Lanik n’en devoa bet eun hevelep koan, biskoaz Breizad ebet en e raog n’en devoa bet an enor da breja ouz taol Impalaër ar Franz.

Evelato, Anjelina hag he mestrez a oa en em dennet o diou en eur gampr a gostez pa oa achu koan. Ar vatez-ma e devoa gwelet ialc’h burzudus Lanik, gwelet e devoa anezan o tenna diouthi kant skoed bep tro ma lakea e zorn ennhi. Lavaret a reaz kement-se d’he mestrez.

— Red a vezo d’eomp emberr, emezhi, tenna digantan e ialc’h ha lakaat en e leac’h eur ialc’hik-all henvel mad outhi.

— Gwir eo ar pez a lavarit, Anjelina, red e vezo d’eomp ober kement-se, pe beza revinet gant ar c’hoarier diaoulek-se. Ama a jomo da gousket fenoz, ha pa vezo o roc’hal, ni a zeui a benn euz e ialc’h.

Mezvet oa Lanik gant e c’hoarierez, ha da hanter-noz an diou dimezel iaouank her c’hasaz da gousket war eur gwele kaër. A-benn eun neubeud amzer goude Lanik a roc’he stard, rag eur c’hovad mad a odevi en devoa great. An diou diraezel iaouank a zeuaz neuze goustadik er gampr, a glaskaz hag a gavaz ar ialc’h burzudus. Gant o daouarn skanv e stagchont eur ialc’h-all e-leac’h an hini o devoa laeret, ha, p’o devoa great an taol da Lanik, ec’h en em dennont pephini en he c’hambr.

Antronoz vintin, Lanik, lorc’h ennan ha diabafet, a c’houlennaz digant merc’h an Impalaër ha c’hoant c’hoari e devoa atao.

— Selaouit, emezhi, den iaouank euz a Vreiz-Izel, ama ez euz bet kalz a dud pinvidik mor, c’hoarierien dispar euz a gement rouantelez a zo er bed, holl int eat d’ar gear, paour evel razed-iliz. Mez c’houi, evel ma welan, Breizad tok-ledan, oc’h euz touet ma revina. Koll a ran brema ouspenn daou c’hant mil lur ouzoc’h. Ouspenn ma ’z eo boulc’het mad va ialc’h, mez a meuz ive, me, ken didrec’h, hirio trec’het gant eur c’hoz kouer. Evelato, c’hoariomp c’hoaz hirio, varc’hoaz ma kollan, me a ehano. Laka dek mil lur ouz va re, ha beac’h d’an dominoïou !

Allaz ! brema Lanik an Tougn ne ma mui gantan e ialc’h burzudus. Koll a ra bep taol, hag a-benn ar c’hreizdeiz, na jom gantan nemed mil lur. O welet e kolle bep taol, Lanik a reaz eur zellik a druez ouz e ialc’h ridet ha goullo he c’hov. Neuze e wel pesort taol a zo c’hoariet d’ezan gant e verc’hed koant. En em den a reaz evel eur c’haz fouetet d’e hotel, o sonjal n’oa ket brao mont da glask c’hoari ouz merc’h an Impalaër.

Goulskoude e sonje ennan e-unan e teuje, dre eun taol finesa, a-benn da gaout he ialc’h araok nebeud amzer. Leina ra en hotel, ha deuz an noz e kemer an train evit dond da Vontroulez. Eno e kemeraz eur wetur evit hen kas da Rosko. Pa zigouezaz e ti he vreur e lavaraz d’ezan :

— « Ober a rafez evidoun eur vad dreist ma karjez rei d’in da vantell evid mond da Bariz. » A-benn pemzek devez ama ez euz er gear-benn eur c’haloupadek weturiou, hag an hini a c’hello gant e wetur heulia karroz an Impalaër, hennez a zimezo d’e verc’h hena. Kompren eta er blijadur e pezo o tond da eureuji da vreur Lanik da verc’h penn-rener ar Frans ; koumpren an enor ho bezo neuze. Ro d’in ’ta da vantell, ganthi ez-oun zur da c’hounit an treac’h.

————

(Da heuil).