Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

Pa oa deut Pipi d’ar gaer, echuet ganthan e studi, an aotrou e dad a ioa mantret o welet pegen nebeud a dra en devoa desket e skolach vraz an Tadou Jezuisted. A dra-zur ar potr a ouie lenn ha skriva, ober eul lizer a ouie ive zoken, mes ne ouie ket kalz o dra ouspen. Neuze e tenaz buan da zonjal ne oa ket marteze æz awalc’h spered ar potr. Deuz eur c’hostez all, e vele e vab ato trist, e spered ato okupet gant eun dra bennag. An ebatou ne blijent ket d’ezan, ar c’hoariou, an dansou a zeblante ober d’ezan poan benn. Meur a wech potred yaouank euz e oad a ioa bet kaset gantan da bourmen, pa deuent da lavaret d’ezan mont asamez ganta da c’hoari.

O welet e vab er stad-ze, an aotrou Riboter a ioa e-unan enkrezet, hag a ieaz da bedi eur medizin koz da zont da leïna d’e di, evid gwelet pe seurt klenvet en devoa ar mab.

An doktor koz a deuaz, hag epad leïn e welaz ardou Pipi. Pa oe debret ar pred, ar medisin a lavaraz d’an tad e oa red dre ar c’heariou tenna spered ar potr yaouank deuz ar zonjou trist a zamme anezan noz ha deiz. « O mab a rank c’hoari, chaseal, rak ne welan nemed an dra-ze d’her parea. Kalz vad a rafe mont da ober eur veach hir en eun tu benag, rak sonjal a ran eo taget e spered gant klenved ar beachou. Ar potr en deuz lennet er skolach kalz istoriou beachou great gant tud gwiziek euz hor bro, evid gouzout penaoz ema doareou an dud a bell-bro. A dra-zur, mar galfec’h her parea er gear, e vije gwelloc’h marc’had d’eoc’h, eget na ve ma rankit kas anezan da bourmen a bell ac’hann. Ali roan d’eoc’h eta da rei dor digor d’ar botred yaouank a c’hell beza mignoned d’ezan a vreman, ha da brena kartou hag a nebeudou o mab e deui da gemer plijadur o c’hoari er gaer. Mes kemerit ar potr dre gaër, arabad eo d’eoch esa forsi anezan e giz ebed, pe e blijadur ne vezo ket henvel. »

An aotrou Riboter, en de warlerc’h, a bedaz daou botr yaouank deuz oad e vab da zont da goania ; ha pa oe debret koan, ec’h en em lakeaz da c’hoari kartou ganto. Pipi a choariaz ive eun abadennad, hag a c’houneaz dek lur.

Antronoz e ieaz da gaout an daou botr iaouank, hag e lavaraz d’ezo dont adarre em-berr, nemed e vije red d’ezo lezer Pipi da c’hounit outo koulz lavaret bep taol, mes an arc’hant a gollchent, a vije restaolet d’ezo.

Goude o c’hoan, an daou yaouank a deuaz, hag a en em lakeaz a-zevri da c’hoari kartou oc’h an aotrou hag e vab. Pa oe divez an abadenn, an daou Riboter a c’houneze ouspenn ugent lur etre-zo o daou, rak c’hoariou braz a ioa ganto. Evel just, hag hervez e oant en em glevet, an aotrou a restaolaz o arc’hant d’an daou goller.

Antronoz vintin, an aotrou a brenaz eun daol da c’hoari boulou, ha goudeze, bemdez epad ar goanv, ar boulou a ruille goude koan. Pipi a ioa dija abenn divez ar goanv, koulz lavaret pare euz klenved ar beachou, ha bemdez epad an deiz e laboure start, gant an esperans da c’hounit arc’hant o c’hoari deuz an noz.

V. — Beach an aotrou Riboter

Pipi en deuz breman naontek vloaz, ha bemdez abaoue ma z’eo echu e studi, e labour asamez gant e dad er stal vezer. Gouzout a ra ar priz deuz kement a zo en ti, ha ma na ouezfe ket, Angelina a zo aze evit difazia anezan. Angelina eo hano ar plac’h yaouank kemeret da vatez gant an aotrou Riboter, eun nebeud deiziou goude maro e vreg. Merc’h eo da Izabel Lagatu, magerez Pipi. Ar vatez yaouank a zo eur plac’hig lemm a spered, leun a volontez vad evid he mestr, hag he honestiz a zo par d’he gened.

Eun devez deuz ar mintin, an aotrou a lavaraz d’e vab :