Pajenn:Ar Floc'h - Histor farsus Pipi Loustik - Ar Vro, 1910.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


Histor farsus Pipi Loustik


Gant Loeiz ar FLOC’H


————


I. — E vugaleach

Gwechall goz, breman zeuz daou c’hant vloaz pe dost, e oa o chom e Montroulez, eur marc’hadour mezer unan pinvidik braz. He hano mad a oa Fanch Riboter, ha dimezet e oa da eun dimezell koant ha pinvidik hanvet Katell Basvalan. E Garlan e oa bet an eured, eun eured kaër meurbed, rak ouspeun eiz kant den a oa bet er friko.

Prestik goude ma oa deut Fanch Riboter gant e itron da zelc’her stal vezer da Vontroulez, Kement marc’hadour mezer a ioa e kear ha wardro, a rankaz dilezer o c’hemverz, ne reant mui netra. Ha voul a ioa gant Fanch, ha gouzont a ree ruilh anezhi.

Daou vloaz goude an dimezi, an aotrou Doue a roaz d’an daou bried-ma eur bugel, eur potrik. Eaz eo kompren an digemer kaër hag ar stad a ioa great d’ar c’hrouadur. E baëron. Pipi Fricam euz sant Utrop, a ioa lorc’h ennan o rei e hano d’e filhor bihan, ha Mari Lardouzen euz Troudousten n’en em zante ket gant ar stad a ioa ennhi o kas ar bugel d’an iliz. N’euz ket ezom da lavaret e oa bet eur friko braz en devez-ze e ti Fanch ar mac’hadour mezer.

Daou zevez goude e vadiziant, ar bugel a ieaz gant e vagerez da Blouyann. En doare-ze, ar vam a c’helle gwelloc’h hag œsoc’h en em rei d’he c’hemverz, p’egwir ne doa ket ezom da zoursial deuz he bugel. Da zul, Izabel Lagatu, ar vagerez a deue da ziskuez ar bugel d’e dad ha d’e vam, ha lorch a vije ennhi o tont, rak sur e vije bep tro da dapa eul lagad ejeun, en tu-all d’an tregont lur ar miz a roet d’ezhi evid maga ar bugel.

II. — Yaouankiz Pipi.

D’an oad a ugent miz, Pipi a ioa digaset d’ar gear. D’ar c’houlz-ze ar bugel a valee mat, ha, bennoz d’e vagerez, e lavare dija eur gerik bennag e brezonek. Eun druez oa gwelet ar rann-galoun e devoa Isabel oc’h en em zispartia deuz ar potrik e devoa maget ha kement karet evel ma vije bet d’ezhi. Goulskoude, red e oa, rak an daou varc’hadour ive a garie o mab hag an tosta ma vije d’ezo, oa ar gwella ganto. Nag a ebat o devoa o welet ar potrik o sevel en o c’hichen, pegen laouen e vije o c’halon o labourat war an deiz p’o devize roet eur pokig d’ezan en e gavellig bihan. Tridal a ree o c’halon en o c’hreiz, o klevet o mabig o lavaret d’ezo : Tata ! Mammik ! hag en eur ger, ne zantent na poan na skuizder, kennerzet gant komzou tener ar bugel.

Mes allas ! an euruzded n’eo ket paduz, ha diboat eo he c’haout er bed-ma, rak tec’het a ra diganeomp araok m’on deuz gallet he briata.

Evelse ive e c’hoarvezaz gant famill Fanch Riboter, hag an Ankou kriz a dlie dont heb dale da lakat eun termen da euruzded an daou varc’hadour.

III. — Maro ar vam

Eun nozvez, e kreiz an noz teval, an itron Riboter a en em zantaz klanv, eun derzien vraz a grogaz ennhi en eun taol-kont. Kerkent ar