Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Romant gazeten AR BOBL 19

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Hen-ma kerkent a deuaz da Geraëz, da gerc’hat he zillad kaër en devoa lezet eno. Gwiska reaz anezho, ha d’ar meurz vintin e kemeraz hent Poullaouën.

Pa erruaz er bourk, ar c’hleïer a vralle, hag a zone kan al laouenedigez.

Ar weturiou a gomanse en em gaout, ha dija an daou iaouank a oar o vont da unani dre zakramant ar Briedelez, a ioa digouezet.

Herve neuze a deuaz raktal d’an Tymeur, ganthan, he zillad kaëra, eur vaz livet brao gantan en he zourn.

He zonj ne oa ket chom er bourk emesk al laouenedigez, mes he spered a ioa oll о sonjal penaoz dont a-benn deuz he daol muntr.

Pa erruaz eta er maner, an oll vetejen a ioa о labourat, o prienti eur pred deuz ar gwella, banvez evid an dud pedet.

Den na zonje drouk deuz an aotrou gwisket ken kaër, hag an oll a zonje e oa unan deuz tud an eured.

An itron a resevaz anezan er zâl kaëra a ioa er maner, hag eno, ho daou en eur eva eur banne gwin, eo oc’h en em glevchont evit ober an taol.

Prestik goude e savchont d’ar gambr, prientet abaoue ar mintin evit digemer deuz an noz an daou bried iaouank.

Trum ha trum an aotrou Herve a dennaz deuz he c’hodell eur voutaillad likur deuz ar c’haëra hag evel deuz ar gwella. Ekichen e oa laket diou weren euz an dibab.

Pa oa echuet ar gefridi, an daou vuntrer a ziskennaz d’an traon, ha trum e zachont da lakat an alc’houez deuz kambr an dud iaouank en he blas.

An aotrou a lavaraz neuze kenavo d’an itron, hag a dec’haz kuit deuz ar maner evit dont da Gemper, el leac’h e оа о chom.

Vardro kreizdeiz, ar weturiou en em gavaz er maner, dizro deuz ar bourk, ha da eun eur an oll a ieaz ouz taol evit debri ar friko prientet evitho dindan gwez huel maner an Tymeur.

Ouspenn pevar c’hant den a ioa ouz taol, hag al levenez ar vrasa a rene er c’halonou, eul laouenedigez heb he far a ioa merket war dal an oll.

War divez ar pred, wardro peder heur, an dud iaouank a gane soniou koz Breiz-Izel, evit gortoz ma zaint bremaik da zansal war letounen gaër ar maner.

Goulskoude Gwennola lavaraz d’he fried :

« Red vezo d’in bremaik mont da vid va boutou all, rak na vezin ket goëst da zansal gant ar re-ma nevez, glaza reont d’in va zreid.

Savomp bremaik d’hor c’hambr hag e chenchimp hor bouteier evit dansal easoc’h a ze. »

— « Gwir a leverez, Gwennola, ha va boutou ive a gavan striz, ne vezin ket em eaz evit dansal gantho.

Savomp raktal mar kerez, ha lezomp an dud-ma da gana ho zoniou.


XVIII. — An torfed diveza


Kemer a rechont ho daou hont ho c’hambr, goude beza kemeret un alc’houez er geginn.

Kerkent ma en em gavchont er gambr, ho daoulagad a baraz war ar voutaill gaër :

—Sell ta Gwennola ! unan bennag en deuz sonjet ennomp, ha digaset d’eomp hon derou-mad, da zeiz hon eured !

Laket en deuz ar voutail ze aze ha diou weren, heb gouzout dare da zen. Ra vezo trugarekeet an den mad en deuz roet d’eomp ar voulaillad likur-ma.

Evomp brema raktal bep a vanne boësoun te ken koulz ha me, va dousik Gwennola. »

— « Ia, va fried, sec’hed em euz, ha pa welan eur banne boësoun ken koulz doareet, n’oun ket evit harz da danva anezhan.

Ar pried iaouank neuze a dapaz krog en tenner bouchounou a ioa etal ar gwer, ha prestik goude an diou weren a ioa karget barr-huel.

An daou bried neuze en em vriataz, en eur reketi an eil d’egile buez vad, buez eüruz.

Eva rechont, ar c’hoarz war ho muzellou al likur kaër da welet. Pa oa evet ar banneou, ec’h azezchont peb hini war eur gador, evit chench ho boteier lerr.

A veac’h o devoa ar paourkez Gwennola komanset da lakat he boutou, ma zantaz eun domder, eun tan-gwall en he c’hreiz.

Laouik he fried a zantaz raklal ive ar memez poan. Ho daou en ho c’hamb, e ouelont, e hirvoudont a-bouez ho fenn !

Mac’harit, ar vatez koz, a ioa oc’h ober he labour er geginn, a glevaz klemmou an dud iaouank, hag a deuaz d’ar gambr da welet petra ioa c’hoarvezet.

Pa welaz an daou iaouank gourvezet war ar gambr, o trei hag o tizrei gant ar boan, e redaz da c’helver an aotrou hag an itron.

Ar re-ma o ioa o pourmen hag o koania asamez gant ho mignoned er jardinn.

Pa glevfchont ar c’helou o tiredchont raklal d’ar gambr el leac’h oa an daou bried iaouank o tiwaska ho foaniou diveza.

An tad neuze, fraillet he galon, a lampaz var he verc’hik Gwennola, a vriataz anezhi en eur bokat d’ezhi, an daëlou puill en he zaoulagad.

Gondeze e reaz ar memez tra d’he vab kaër a garie kement. An itron a reaz evel he goaz, a skuille daëlou o welet ar stad truezuz e oa laket an daou iaouank.

Eur medisin a ioa er banvez, a deuaz raktal da welet an daou bried, ha goude beza gwelet ho stad, e lavaraz n’oa netra da ober ; e oa bet ampoëzonet an daou iaouank.


(Da heuil)