Pajenn:Ar Floc'h - Deuz ar garantez d'ar maro - Ar Bobl, 1909.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Romant gazeten AR BOBL 18

Deuz ar Garantez

d’ar Maro
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————



— Ne ket arc’hant a glaskan evit va merc’h, mes eur galon evit he c’haret evel ma tleo beza karet, rag hi e deuz lavaret d’in dija meur wech ne garie nemed oc’h.

Rakse ta roit d’in ho ker, hag em bezo evit mab-kaër eun den paour, mes eur galon aour. »

— « Beteg brema n’em oa gwech abed sonjet e vije bet ho merc’hik eun deiz va fried, great em euz en he andret va dever ha netra nemed va dever.

He c’haret em euz a-dra-zur, mes va c’harantez a ioa kuzet evithi, rak biskoaz n’eo bet falvezet d’in anzao outhi e oa devet va c’halon gant tan ar garantez evithi.

Va buez em bije roët evit savetei anezhi en danjer, zoken er moment ma na ouien ket o oa ho merc’h.

Pe gwir oc’h kontant da roi d’in ar galonik-ze da garet, e kemerin anezhi diganeoc’h, en eur doui d’oc’h he c’haret da viken.


XVII. — An eureud esltamm


Eiz devez goude o oa ar brud dre ar barrez, o lavaret e oa Gwennola o vont da zimezi gant jardiner ar maner.

Peb hini a lavare he glapat, mes kalz a dud a zonje fall deuz an dimezi-ze, a c’hoarze goap da Wennola a gemere eur c’houër evit pried, pa c’helle kaout an dibab deuz ar noblansou tro-war-dro, pe eun den pinvidik bennag er c’honverz, pe eun offiser brudet bennag…

Goulskoude Herve Koëtmeur a glevaz trum ar c’helou, ha kerkent e kemeraz penn an hent evit dont da Boullaouën.

Deuz a Gemper beteg Karaëz, e reaz an hent en eur wetur paët ganthan.

Eno e kemeraz dillad kouer, e troc’haz he varo, o kemeraz eur baldol hag eur tranch, ha gantho da vaner an Tymeur.

Gwisket evel eun den o klask labour, e za da skoi war dor ar maner, war dro unnek heur deuz ar mintin.

An aotrou a resevaz anezhan, hag e lavaraz :

« Labour a gavfoc’h epad eiz devez, rak tammou traou em bezo da gempen araok eured va merc’h, a zigouez dimeurz kenta, da lavaret eo varc’hoaz penn-zizun.

Herve neuze, war gourc’hemen an aotrou, a ieaz er jardinn da gempenn an aleziou, da denna ar iot deuz a douez ar mein hag ar grouann.

Ekreiz he labour awechou, e wele o pourmen kazel oc’h kazel, ar jardiner gant he zimezell gaër Gwennola.

An tan en he zaoulagad, ar gounnar en he galon, e sonje e tostee deiz ar venjans. Sonjal a ree lampat war ar plac’hik-ze en dovoa kement karet, sonjal a ree sailla war an enebour-ze en devoa hen trahisset bloaz a oa, mes delc’her a reaz ganthan ar gounar en he greiz.

Eun devez, d’ar zadorn da c’huec’h heur deuz an abardaëz, an itron a deuaz er jardinn da bourmen gant he daou vugel, Henri ha Germaine. Chom a reaz eur pennadik da gomz gant an devejour.

— « Ar re-ma neuze eo an daou vugelik-ma a zo breur ha c’hoar d’an dimezell ho merc’h a zo he eured dimeurz ? »

« N’int ket a lavaraz an itron.

An daou-ma a zo d’in, hag eben n’eo nemed va lezverc’h, merc’h da wreg kenta va goaz.

Diez e kavan gwelet an dimezi-ze, rak ganthan e zai kalz deuz an danvez. »

— « A dra-zur e klevfec’h kaout diez, itron, ha mar kirit…

— « Mar karan petra ? »

— « Ah itron ! diez e kavan lavaret d’eoc’h, gant aoun na deufec’h… d’am gwerza. »

— « D’ho kwerza !… biken !… Ha ma zo eur voien bennag evit harz deuz an dimezi-ze, a galon-vad e roin an dourn.

— N’euz den abed dre aze a dost ?

— Den abed na wel ac’hanomp, kaozeit, aotrou, ha bezit dinec’h ! »

— Me itron, eo Herve Koëtmeur, va anaout a rit breman, me em euz c’hoant da laza an trubard-ze, ha fellout a ra d’in kaout etre va daouarn buez ar plac’h iaouank-ze e deuz great fae war va c’harantez. »

— Penaoz o teufec’h abenn euz ho taol heb na ouezo den.

— « Eo ! dont brao, itron, hag ar vuredad poëzon a zo ganen aman em godell, a deui abenn anezho. »

— « Penaoz ha pe heur e rofec’h d’ezho ar poezon-ze ? »

— « Da zeiz ho eured, pa vezint eat d’an iliz, me a zavo er gambr el leac’h ma tleint kousket pa deui an noz.

C’houi roio d’in diou weren vraz, a lakin war an daol e kichen ar gwele. Eno ive e lakin eun evach delisius, hag en he douez ar poëzoun.

Pa en em gavo an daou bried iaouank en ho c’hambr, seac’h ho c’horzaillen, ec’h evint pep a vanne deuz an evach-ze, ha prestik goude e kouskint evit ato, mes n’o devezo ket bet an eurvad d’en em garet, d’en em vriata.

Ha me a vezo laouen va spered, o sonjal ne vezo ket bet goënvet ar rozen gaër-ze gant eun trubard a lakeaz an disparti etre hou diou galon. »

— « Кarout a rafen, aotrou Hervé, e teufec’h a benn deuz ho taol, mes aoun em euz, danjerus eo ! »

— « Aoun abed, itron ! ar rozen-ze a rankan da droc’ha ekreiz he gened, hag he zroc’ha rin, kousto pe gousto…

An amzer a dremene ato, ha d’ar lun goude lein, an aotrou a roaz e gount d’ar chemino a ioa en e zervich eiz devez a oa.


(Da heuil)