Pajenn:Ar Floc'h - Chidiboutig, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eur marvailh neve gant Loeiz ar Floc’h


CHIDIBOUTIG
————

Chidiboutig a oa ganet en parrez Duot, damdost da Gallak. Ar paotrig d’e drizek vloaz a oa paotr yaouank a-walc’h : leun e oe a spered, eul lagad lemm en devoa, ha plijout a rae d’ezan ar merc’hed yaouank en e oad. Koulskoude, ma kare ar blijadur, an ebatou noz, n’oa ket gwall-droet d’al labour. Pa c’houlennas, eun devez, e dad digantan petore micher a blije ar muia d’ezan, e lavaras ne raje micher ebet, pe, ma raje unan bennak, e raje ar vicher a laer.

An tad n’entente ket kaout eur mab laer, ha gwelloc’h e vije bet gantan kas e vab d’ar vered evit e welet e-kreiz etre daou archer. Lakat a reas e Chidiboutig e ti eur goveller (eur marichal), evit ma vije desket da houarna treid ar c’hezeg diwar-dro. Ar paotr yaouank a yeas da di Fanch an Durkez da ziski e vicher.

Hogen, eun devez, eur gazeg koz, hag a oa krog an danaven enni, a labezas beg ar c’hrennard. Pelloc’h goude n’oa ket bet gwelet Chidiboutig o kregi e treid ar c’hezeg evit o houarna. A briz ebet n’ez aje da zelc’hel treid ar c’hezeg e ti Fanch an Durkez.

Neuze Chidiboutig koz a ordrenas d’e vab mont eus ar gêr da glask labour pe da ober ar pez a blijfe ar muia d’ezan. Ar paotr a yeas eus ti e dad, e zaoulagad beuzet gant an daerou, e gof goullo.

War an hent, damdost da Voulvriag, e welas tri masoner o sevel eur c’hraou nevez. Goulenn a reas outo eur gwenneg evit kaout bara.

— « Damet e vin, a laras unan anê ! Eur gwenneg ’zo mat da rei d’ar paour mac’hagnet, met da baotred yaouank ’giz d’it e ve pec’hed rei gwenneien. Sikour Pipi da zevel pri, hag ez pezo pemp gwenneg ha da goan pa deuy an noz. » —

Ar paotr a grogas d’al labour, met, siouaz, ne ouie stumm ebet da lakat an dorz pri war e benn na d’he diskarga e-tal ar vicherourien. Antronoz-vintin e savas tabut etre Pipi ha Chidiboutig, hag, evel just, ar paour kêz deskard a renkas plega d’e genseurt. Ar vicherourien a c’hroarze o welet ar paour kêz Chidihoutig leun e zilhad, e veg, e fri hag e zaoulagad a bri melen, stlapet outan gant Pipi.

Tec’het a rae ar c’hennard en eur ouela, o sonjal pegen fall e oa an dud en e vro. Ma n’oa ket a-raok gwall-youlet da labourat, breman e oa nebeutoc’h c’hoaz, hag outan e-unan e touas ne grogje mui en eur c’hlao.

Koulskoude, eul lunvez-vintin, an naon du krog ennan, ez eas en eun hostaleri da c’houlenn adarre eun tamm bara digant an hostizez, eur plac’h goz daoubleget. Houman, heb lavaret ger, a drouc’has eun tamm bara du d’ar paotr, hag a roas d’ezan daou aval melen-aour.

An hostiz a zigouezas war an taol hag a c’hourdrouzas e wreg, o lavaret d’ezi e eo gwelloc’h miret he bara da vaga he bugale vihan eget hen rei d’ar reder-bro-ze.

— Petra ’glaskez, kanfard, emean ? Perak n’en em roez ket d’al labour ? N’ez peus ket a vez, eur c’horf-den evel ma ’z out, o c’houlenn bara evel-se ? »

— « O klask labour emoun, eme ar paotr. »

— « Hag o pedi Doue evit ne gavi ket ! Petore labour a rez ? Pe seurt micher az peus ? »

— « Kaboser, boureller, mar kavit gwell. »

— « Ba ! me ’zo ive. Deus ! Labour ’zo evidoud. Va mab a zo nevez aet da zervija ar roue : te a rayo em zi e labour. Deus e krec’h ma welin ac’hanoud o labourat gant ar minaoued. »

Chidiboutig, tenval e benn, a bignas da heul e vestr neve, met, pa welas ar c’haboser koz labour ar c’hanfard, e voe laket founnus ar voutez d’ezan e traon e gein, ha graet e voe d’ezan diskenn an dereziou en eul lamm. Ar paotr koz, tizet, a voutas ar c’hrennard er-maez eus e di, hag ar wreg koz a redas gant he skuben war e lerc’h.

Setu ma oa Chidiboutig adarre bouc’hal distroad, dilabour war an hent bras !

Neuze e sonjas mont da dremen an noz er c’hoad tenval a wele dirazan. Doaniet e spered, e galon enkrezet, e sonje en e evurusted tremenet er gêr gwechall, pa oa krouadur bihan. Mont a rae goustadik er c’hoad ; dastum a rae deliou sec’h evit ober eur gwele blot da dremen an noz. Eun hordenn radenn velen en devoa diskolpet gant e zaouarn, evit ma vije uhel dindan e benn ha tomm d’e dreid.

Edo ar c’hrennard gourvezet en e wele yen pa glevas eur vouez o klemm tost d’ezan. Kemer a reas aon ; chacha a reas an deliou war e benn evit en em guzat mat en o mesk. Ne grede ket tenna e alan gant aon na vije klevet.

Koulskoude ar vouez a glemme muioc’h-mui, startoc’h-starta, krenvoc’h breman eget bremaïk. — « Sikour en hano Doue ! Sikour d’in ! » — Ar paotr ne finve ket evit kement-se ; aon en devoa ouz al laer, ouz al laeron marteze,

Koulskoude, a-benn eur pennad, ar c’hrennard a zonjas ennan e-unan e vije mat d’ezan mont da welet petra ’oa o hirvoudi en doare-ze en e gichen. Mar doa mouez eul laer eo a gleve, e lavarje d’ezan e vije hen ive eul laer yaouank, eur c’henseurt d’ezan, daou vignon oc’h ober ar memes micher.

Setu ma savas ar paotr ha ma ’z eas war-zu al lec’h ma kleve ar c’hlemmou. Petra welas ?… Eur daoubleget, astennet ganti he fevar ibilh war an douar skornet, ha ne c’halle mui sevel en he sao. Hirvoudi a rae, ar wrac’h koz ; hanter-zevel a rae en he sao, hag e koueze a-nevez d’an douar. Ar paotr yaouank a dosteas ouz ar vaouez koz, ha trumm he savas en he sao hag he lakeas war hent ar gêr. Eur pennadig goude ar gêzez koz a gouezas adarre a fardakleo d’an douar, en eur leuskel eur skrijaden spontus. Ar paotr a redas war he lerc’h ; a zammas war e gein ar c’horf skornet, hag her c’hasas beteg eun ti mouded, a welas prestik war ribl ar c’hoad.

— « Aze eman va zi, a lavaras an hini goz, gant eur vouez glac’haret. Goulennit digor, ha va merc’h a deuio da zigeri d’eoc’h an nor.»

Ar paotr yaouank a c’halvas ha kerkent eun dimezell gwisket gant dilhad alaouret a deuas da zigeri an nor.

Strafilhet-oll o welet eun hevelep kened en e gichen, ar c’hrennard a deuas eur c’houezen yen war e dal. Aon en doa o vont en ti gant e zamm, rak ne ouie ket pelec’h ez ea.

Koulskoude, ar plac’h koant, leun a strink hag a alaourach, a c’hoarzas outan. Pa oa o vont el lochenn gant e zamm dibriz, hag ar mousc’hoarz karantezus-se a roas nerz d’e galon.

Mont a reas en ti, hag ar plac’h yaouank a vriatas he mamm-goz, he lakeas da azeza en eur gador vlot e-tal an tan. Ar plac’h koz a ’n em lakaas a-zevri da domma he izili skornet, ha, pa voe deut eun tamm buhez enno, e lavaras :

— « Ra vezo al lochen-man kement ha palez roue Bro-C’hall ! » —

Neuze, he daoulagad savet war-zu an dôenn zoul, e tiskrape gant he daouarn, e selle, heb ehan, ouz an dôenn valan. An ti a-bez a horjelle dre ma komze, dre ma tiskrape gant he daouarn drouk-livet. An treustou a strake, an douar a zigore, an dôenn a uhellae, ar mogeriou a bellae an eil diouz eben, hag an hini goz a zalc’he atao da zellet a-bann ouz an dôenn deut da veza eun dôenn mein glas eus ar re gaera…

(Da heuilh).
Loeiz ar Floc’h