Pajenn:Ar Floc'h - Chidiboutig, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur marvailh neve gant Loeiz ar Floc’h
CHIDIBOUTIG
(Pennad diweza)


————


Diverradur ar pennad kenta : Chidiboutig, eur pôtr mat eus Kerne, a oa deut da fall gantan kement taol-esa en doa graet war ar micherou : labezet e oa bet gant eur gazeg koz e ti Fanch an Durkez, ar goveller, p’edo o terc’hel d’ezan treid ar c’hezeg d’o houarna ; gant ar vansounerien e oa bet stlapet pri outan, p’edo o sikour sevel pri ; e ti ar c’haboser ive n’oa ket bet kavet mat da labourat gant ar minaoued. Dilezet e-unan e-kreiz eur c’hoad, e saveta he buhez d’eur wrac’h koz ; digemeret eo ganti en he lochen e lec’h en em gav ive eur plac’h yaouank kaer evel an deiz : ar wrac’h hag a zo anezi eur zorzerez a vout war vuriou ha war treustou al lochig, a deu, en eun taol, da veza eur palez.


Chidiboutig a zo laket nec’het-bras

Pa voe deut al lochennig valan da veza ken bras ha ken kaer ha maner ar roue, ar wrac’h koz eiz-ugent vloaz a ehanas da ficha he diou vrec’h ha da ziskouez he dent hir evel dent eur rastel-aod.

Ar maner uhel, sklerijennet-kaer bremaik, a deu, en eun taol, da veza tenval-zac’h, ha Chidiboutig, estlamet, e holl izili o krena, ne wel dirakan nemet skeuden lugernus ar plac’h yaouank o korolli hag oc’h ober a bep seurt ardou. Gwech ar skeuden a veze livet e glas, gwech e ruz, gwech e gwenn-sin, met atao ar grouadurez kaer a c’hoarze ouz ar c’hrennard sabatuet, spouronnet gant an enkrez.

Eur c’hrougnaden eus a-berz ar wrac’h koz, hag ar maner a zo adarre sklerijennet e liou an tan. Ar plac’h yaouank neuze a azez e kichen ar Breizad, o vousc’houarzin outan.

Eur pennad goude, ar wrac’h koz a c’houlennas ouz Chidiboutig piou e oa-hen.

— « Chidiboutig eo va hano ; eus parouz Duot, tost da Gallak, oun. Skuiz oun o welet pegen fall eo an dud, hag em eus sonjet mont da redek bro, da glask an tamm bara a rankan da gaout evit beva. A-vreman em eus graet kalz micheriou, hag hini ebet anezo n’he deus karget va yalc’h nag a aour nag a arc’hant. P’ho klevis o klemm er c’hoad, e oan gourvezet en eur bern deliou. Va c’halon a lamme em c’hreiz : sonjal a raen er bleizi, er moc’h-gouez ; krena raen gant ar spont. Koulskoude, dre forz klevet ho klemmou truezus ec’h anavezis mouez eur plac’h, ha, rak-tal, dibreder, e savis eus a douez an deliou, prim evel eun tenn, evit gouzout petra a c’hoarveze gant an den a glemme evel-se. »

— « Va buhez ho peus savetaet d’in, paotr yaouank. Ra vezi trugarekaet gant va merc’h-vihan ha ganen ! Breman e roan d’it da zibab unan a zaou. Mar kerez, e timezi gant ar plac’h yaouank a zo dirakout, hag a zo mestrez war Enezen an Tenzoriou, ha kant mil lur bemde he deus da zibri. »

Ar plac’h yaouank neuze a bokas d’ezan hag a ganas eur zon a lakaje an êlez da dridal

— « Pe, mar kerez, a laras c’hoaz ar wrac’h koz, e roin d’it eur melezourig bihan, hag eun alc’houez aour. Gant ar melezour e c’halli rei d’an dud a gari ar stumm az pezo c’hoant da rei d’ezo. N’ez pezo nemet trei ar weren war-zu enno ha lavaret neuze ar c’homzou-man : « Ra deuio an den-ze da veza… » hag an dud a deuio da veza ar pez az pezo c’hoant. Gant an alc’houez aour e kavi, d’an 31 a viz genver, er blaoz a zeu, eun tenzor e-kreiz ar c’hoad bras a zo en Duot. An tenzor-ze a zo en douar pevar c’hant vloaz a zo, ha, d’an 31 a viz genver e savo diouz an douar el lec’h m’eman eur sklerijenn ruz-tan. Eno e toulli hag eno e kavi an tenzor, ha gant an alc’houez, e tigori an arc’h houarn her c’huz. Breman, gra da zonj ! »

Ar plac’h yaouank adarre a droc’has ouz ar paotr, hag a lavaras d’ezan he goulen da bried, e oa merzerez gant ar wrac’h koz dek vloaz a oa : « En hano Doue, emezi, goulen ac’hanoun hag e tenni eus ar boan eur verzerez yaouank. »

Chidiboutig a ra e vennoz hag a ya en e dro gant ar melezour

Koulskoude, Chdiboutig, nec’het-maro, sebezet-oll, a chomas eur pennad da zonjal.

Ne anaveze ket ar plac’h yaouank ha n’intente ket a-walc’h ar pez a lare outan, dre ma komze houman e galleg. Eur pennad goude, eta, e c’hloulennas ar melezour hag an alc’houez, hag e lezas a gostez ar plac’h lugernus hag he c’hened diapar.

Houman a vriatas start ar Breizad, en eur c’hlebia e zioujod gant eur mor a zaerou c’houero. — « Kenavo, mignon, a lavaras-hi ; mont a ran adarre en eur punz a dan, da c’hortoz, ma teuio eun all kalonekoc’h evidout d’am zenna a boan ! » —

Ar wrac’h koz neuze a roas da Chidiboutig ar melezour hag an alc’houez, en eur lavaret d’ezan penaos en em gemeret ganto.

N’en devoa ket graet eul leo p’en em gavas gantan war an hent daou archer war loen.

En eur dremen, e sellent a-gorn, o-daou, ouz Chidiboutig, gwisket fall evel eur gailhen. Goulen a rejont outan dichek-kaer e baberiou. Chidiboutig n’en devoa tamm paper ebet, hag e oa an daou archer o vont d’e chadenna d’e gas d’ar bidouf. Neuze e teuas sonj d’ezan eus e velezour. Trei a reas anezan outo, en eur lavaret : « Ra zeuio an daou zen-man da veza daou varmouz ! »

Kerkent e voe daou aneval iskiz war gein an daou loen-kezeg. Ar re-man, o santout jestrou ar marmouzien war o C’hein a yeas gant an tanfoeltr. Pa digouezjont er vourc’h tosta, na strafuilet e voe an holl o welet an daou astrafer-man war gezeg an archerien !

N’oa ket c’hoaz kreisteiz p’en em gavas gant Chidiboutig daou vezvier, n’oa ket ledan a-walc’h an hent evito. Unan anezo a lammas gant ar paotr yaouank, o c’houlen « ar yalc’h pe ar vuhez ».

Kerkent Chidiboutig a droas e velezour ouz e enebour en eur lavaret : « Ra vezo ar mezvier-man henvel ouz eur pen-moc’h. » Ha raktal, ar mezvier, aet e pen-moc’h. en em lakeas da dec’het en eur wic’hal.

Koulskoude, Chidiboutig a zeuas naon d’ezan, rak treut e oa bet ar geusteren e ti ar vrac’h koz.

Mont a reas en eun ti war ribl an hent bras, da c’houlen eun tamm bara. Ar wreg, o welet ar paotr yaouank o c’houlen bara diganti, a dapas krog er skubelen, ha ganti da doull an nor. En eur rei eun taol d’ar paour diwar e benn, e lavaras : « Setu aze bara d’it, landrusen ! » Kerkent Chidiboutig a droas e velezour ouz ar plac’h kounnaret hag a lavaras : « Ra chomo stag he skubelen ouz kein ar wall-blac’h-ze ! »

Pelloc’h goude, ar vaouez a oa eur vez he gwelet gant he skubelen ouz he c’hein. An holl a chome da zellet outi a-bann, a c’hoarze d’ezi, he c’hemere evit eun diodez gant he skubelen, ken e voe leshanvet « Skubelennig » gant an dud diwar-dro.

An ozac’h eus an ti, pa deuas d’e lein, ha pa welas e pe stad e oa bet laket e wreg, a redas, e zaou vevel hag hen, da glask ar c’hanfard, an torfetour.

Ar mevel bras e gavas o tibri krampouez en eun ti, eur c’hard eur bale diouz ti Skubelennig. Ar mevel a grogas er paotr, e stlejas er-maez a-zibouez e vleo. Hogen, mestr an ti a ziframmas ar paour diouz daouarn e enebour. Kerkent Chidiboutig, leun-wad e fri hag e vuzellou gant an taoliou dorn bet digant ar mevel, a dennas eus e c’hodel ar melezour hag a lavaras, en eur e drei war-zu ar mevel :

— « Ra vezo chenchet an den-ze raktal en eur marc’h-chalbot ! » —

Kerkent eur marc’h yaouank ha ruz a voe war al leur.

Kemer a reas hent ti e vestr. Sabatuet-maro e voe Skubelennig o welet eur marc’h nevez o tont d’ezi, ne ouie ket eus a belec’h. Ar marc’h-paotr a gemeras en e veg troad ar skubelen stag ouz kein e vestrez, ha ganti en hent. Stlejet e oa bet ar plac’h paour war an hent bras, kouezet e oa bet diou wech e-touez ar vouilhen en henchou bihan, hag ar vatez vras he doa bet mil boan o tenna anezi eus tre dent ar marc’h.

Ar brud eus taoliou kaer Chidiboutig a redas buhan dre ar vro, ha poent e oa d’ezan chench gant aon na vije bet lazet a dennou fuzul pa vije o sonjal an nebeuta.

Dre-ze e sonjas mont war-zu e vro, war zu Duot. Bale a reas e-doug tri dervez ha taer nozvez.

Eur pardaezvez, ec’h en em gavas e ti ar c’haboser, pe an diprer mar deo gwell ganec’h, a daolas anezan er-maez eus e di a daoliou botou. Mont a reas e toull an nor da c’houlen an aluzen, eun tamm bara da derri e naon en hano Doue.

An diprer koz, lemm e lagad, e anavezas trumm, hag a c’houlennas outan ha pare e oa ar gouliou en e ziadre. Lavaret a reas d’ezan en em chacha, ma ne felle ket d’ezan tapout kemend-all.

Ar paotr a dec’has diouz toull an nor, e gof goullo. An diprer koz, droug ennan bepred, a yeas d’ezan, e vinaoued en e zorn, prest d’e sanka e reor e baotr-micher gwechall.

Chidiboutig neuze a lakas da bara e velezour war e vestr koz, en eur lavaret : « Ra vevo staget eur c’houezigell ouz pep morzed d’an den-man ! »

Kerkent diou c’houezigell reut a voe stag ouz divorzed an diprer koz. Eur vez e oa e welet o vale, ha ne c’helle mui azeza. Eun devez e lakas en e spered toulla an diou c’houezigell-ze gant e vinaoued. Neuze e tiredas ar gwad dioutan hag e oa bet darbet d’ezan mervel gant an diwada. Red e voe d’ezan gouzanv e ziou c’houezigell hag ober eur bragou ledan evit o c’huzat.

Eur pennad goude, e tigouezas gant ar vansounerien a stlapas d’ezan pri ouz e benn. E oant holl a-zevri o labourat ; o peurachui an ti e oant.

Eur c’hrennard, eun darbarer yaouank a baras e zaoulagad war Chidiboutig, hag en em lakas da c’hoapaat ar paotr. An darbarer all hag ar pevar mansoner a reas eveltan. Holl e youc’hent war ar paour kêz klasker-bara hag e taolent mein etrezek ennan.

Chidiboutig neure a baras e velezour ouz ar c’houec’h den, en eur lavaret « Ra vezo red d’an dud-ze teurel d’an traou kement maen a zo oc’h ober an ti-ze a-benn ma c’hellint dibri eun tamm boued pe kousket eur veraden. »

Kerkent ar mein a strake o koueza d’an douar an eil goude egile : hag ar vansounerien a c’houeze, a youc’he o stlepel ar mein-ze d’an douar. Mestr an ti a deuas d’o gourdrouz, met, kaer en devoa esa miret outo da ziskar ar mogeriou, poan gollet e oa d’ezan ! Dipitus e oa evitan gwelet freuza labour c’hraet, hag ez eas da c’houlen zikour e amezeien evit diarben an droug. Allaz ! ar bobl dud digouezet war al lec’h ne c’hellent ket stourm ouz ar vicherourien, rak kement den a c’hoantae da dostaat outo a veze war var e vuhez gant ar grizilhad mein o koueza war e benn : Daou zervez goude, ar peder moger ne reant nemet eur bern mein ha pri.

Chidiboutig en em gavas antronoz-vintin er gêr e ti e dad.

Mont a reas war an deiz da welet ar goveller, e vestr koz. Konta a reas d’ezan e vuhez, e drubuilhou abaoe an deiz ma tec’has dioutan evit mont da redek bro. Chom a reas en e di da zerc’hel treid ar c’hezeg, da c’hortoz an 31 a viz genver.

Chidiboutig o klask an tenzor kuzet e koad Duot

An deiz-se a levenez evitan a erruas prestik. Da genver an deiz-se e tigouez gouel ar wrac’h koz e Breiz-Izel. Pa deuas an noz, Chidiboutig a yeas e-unan er c’hoad bras : klask a reas ar c’hreiz hag e chomas en e zao, pa gavas d’ezan e tlie beza el lec’h merket gant ar wrac’h koz.

E gwirionez, war-dro dek eur hanter, e welas tost d’ezan eur sklerijen gaer, henvel ouz eun tantad tan, o tont eus an an douar.

Redek a reas betek an tantad-se. Gwelet a reas neuze spesou heuzus oc’h ober an dro d’an tan. Youc’hal a reant evel brini ar maeziou a dregerne gant o youc’hadennou skiltrus.

Koulskoude Chidiboutig a ranke beza en o zouez a-raok hanter-noz, pe e denzor a vije kollet evitan. Mont a reas, eta, betek an teuziou, e galon enkrezet. Pa voe gwelet o tont, diou wrac’h a grogas ennan, hen stlapas dreist an tan : kouza a reas etre divrec’h diou vrac’h all a oe en tu-all, hag ar re-man e stlapas en-dro d’an diou gentan.

Pa voe, en doare-re, tremenet dre zivrec’h an holl wrac’hed koz, e voe laket Chidiboutig da azeza e-tal an tan, ar gwrac’hed en-dro d’ezan.

- « Petra ’glaskez er c’hoad d’an eur-man, paotrig, a lavaras unan anezo e brezoneg sklêr ? »

- « Savetaet em eus he buhez d’eur vaouez koz, a oa du-hont pell ac’hann en eur c’hoad. Hi he deus lavaret d’in beza [d’an] 31 a viz genver e-kreiz ar c’hoad-man. hag e kavjen eun tenzor kuzet en douar dindan eur sklerijen gaer. Setu an deiz merket d’in ha setu me erruet. »

- « A-benn ma ’z pezo an tenzor a zo aze kuzet, ez peus daou dra da ober. Da genta, e ranki diskar al lochen sorset ma ’z out bet digemeret enni ; neuze e kavi ar punz, hag e ranki tenna er-maez anezan ar plac’h yaouank a teus dilezet. Kemer al liamm-man ; stag-hen ouz dor al lochen hag, ouz ar penn-all e stagi ar gazeg zu-man : Eun taol fust d’al loen hag an ti soul a zo en e boull ! Neuze e taoli penn al liamm er punz doun a weli e-tal al lochen, nemet e talc’hi ar penn ganez. Chacha ri er-maez, en doare-ze, ar plac’h yaouank lugernus a zo e-barz oc’h ober pinijen dek vloaz a zo. Digas anezi