- Aventuriou
an Aotrou Skrabelaou
Lizer Efflam a ioa demdost henvel deuz hini e vreur Briek, ar memez mennoziou a garantez hag a euruzded a ioa warnan.
An daou lizer a bartiaz gant al lestr kenta a iee deuz Londrez d’ar Franz, hag a erruaz e Raozon pevar devez goude m’o devoa kuitteet douar ar Zaoz. Pa lennaz Clarisse al lizer, eur ruzder a zavaz d’he fenn hag e lavaraz outhi e-unan :
— Posubl e ve e teufe deuz penn eur potr triwec’h vla sonjou ken heuzuz !
Daoust ha deut e vije en e benn koll ac’hanon-me asamez gantan ! Na vank ket d’ezan a hardiegez, pa deu da lavaret d’eur plac’h liouank fur kwitaat he zad hag he mam, evit mont gantan da ober petra !… Ah ! red eo d’in diskouez al lizer-ma d’am zad, hen ive a varno an den fall evel ez eo dleet, ha dirag daoulagad va zud, me a vezo huelleet.
Er memez amzer gant Clarisse Hertford, mestrez Briek, Herveline Cazibo a lenne he lizer. Mez houma, eleac’h diskouez he lizer d’he zud, a gemeraz raktal e fluen evit skriva da Efflam.
- Raozon 20 a vaë 1825.
- Da Efflam Kerscabel,
Va daouarn a gren gant ar gounnar o skriva d’eoc’h al lizer-ma, ha va c’halon a zo c’hoaz o tiwada, rak eun taol koutell heuzuz oc’h euz skoet aman ! Daoust ha n’eo ket troet ho spered, pa deuit da zonjal kemer er giz-ze va iaouankiz, va furnez ha va enor ? N’o peuz hu ket a vez o c’houlen digant eur plac’h iaouank skeupa war he zad ha war he mam, flastra dindan he zreid he enor hag hini he breudeur hag he c’hoarezed, evit mont asamez ganeoc’h c’houi da goll ganeoc’h ar pez e deuz a gaëra er bed ? Daoust ha c’hoant oc’h euz e rannfe va famill-me gant oc’h hini an hano a zo hiviziken hoc’h hini, an hano a Skrabelaou ?
Al lizer ne vezo ket devet, rak eun devez bennag marteze e talvezo d’in evit diskuez petra oc’h.
- Resevit, aotrou, va oll dispriz,
- Herveline.
- Resevit, aotrou, va oll dispriz,
Al lizer-ma a ioa lakeet en e c’holo, ha war ar golo e oa merket hano an den iaouank.
D’an aotrou Efflam Kerscabel, 3, church street, London.
An itron Cazibo a ioa en e c’hambr o vroda, hag a en em gavaz ezom ganthi da gaout kuzul digant he merc’h, hag evitse, ar plac’h a gambr a deuaz da lavaret da Herveline e c’houlenne he mam anezhi.
Ar plac’h iaouank a ieaz kerkent da gaout he mam. Ar vatez avad, c’hoantuz ato da c’houzout petra dremen, a jomaz e kambr an dimezell da ober an neuz da ficha an traou, hag a zellaz ouz al lizer a ioa chomet war an daol.
— Sell ! sell ! emezhi, Herveline evit doare, a zo oc’h ober al lez d’an aotrou Kerscabel iaouank, d’an aotrou Efflam.
Pa oe echuet he devez, ar vatez a ieaz raktal daved geginerez an ijiner koz, ha zoken e roaz d’ezhi adres ar potr iaouank e Londrez.
— Eun dra vad eo d’in gouzout an dra-ze a lavaraz ar geginerez, rak va mistri n’ouzont ket o unan e peleac’h ema o bugale, hag e c’hellit kredi e vezint laouen o c’houzout.
An daou goz goude ma oa koaniet, a ioa eat da ober eun droik en eur vali demdost d’an ti, ha pa oent dizroet, e klevchont o matez o kana er gagin, eaz o spered.
— Oh na c’houi a zo euruz, Mac’harit, n’o peuz ket da zougen e ho spered ar rebecho hag ar poaniou hon euz-ni !
— C’houi vezo ive, itron, va mestrez, bremaïk pa lavarin d’eoc’h e peleac’h ema ho pugale, ho taou vab, Efflam ha Briek.
— Petra livirit, Marc’harit ?… Klevet oc’h euz… Oh ! lavarit buan, dinec’hit hor spered.
— Ia ! mez an hini e deuz lavaret d’in e peleac’h emaint e deuz difennet krak ouzin lavaret d’eoc’h he hano.
— N’hon euz ezom ebed, Mac’harit, da c’houzout piou en deuz roet d’eoc’h o adres, mes awalc’h eo d’eomp gouzout e pe seurt kear ema hon daou vab dianket.
— Londrez, emaint en eur ru hanvet Church Street, 3.
— Trugare d’eoc’h, Mac’harit, trugare, rak lakat a rit en hor c’halon al laouenedigez on euz kollet daou viz a zo tremenet.
Antronoz e oa ar zadorn, hag an aotrou a ouie mat e partie bep sul vintin, deuz an deiz kenta a Vaë beteg an 31 a viz Here, eul lestr evit kas pourmenerien deuz a Zant-Malo da Londrez. D’ar zadorn eta an aotrou hag an itron Kerscabel a bignaz en eur wetur evit mont da Zant-Malo, ha deuz eno, d’ar zul vintin da zeiz heur e kemerchont al lestr evit o c’has da Londrez.
Goulskoude du-ze e Bro-Zaoz en o hotell, ez euz daou vreur, n’emaint ket kalz o sonjal en o c’herent, mez en o mestrezed. Pemp devez zo n’o deuz ket kousket kalz, rak bet int o c’hoari kartou en tiez ar c’hoariou braz. En nozveziou kenta e c’hounezent kalz, hag o ialc’h a ioa bet ennhi daou c’hant mil lur. Mez c’hoant o devoa da c’hounit c’hoaz, evit diskouez d’o mestrezed o finvidigeziou braz. D’ar gwener da noz e oa ganto tremen eur c’hant hanter a villejou a vil lur, ha d’ar zadorn da noz e oant paour evel Job, na jome ganto nemed kant lur, ar billet o devoa kuzet en o c’hambr en hotell, evit talvezout d’ezho da vont d’ar gear, ma vijent revinet er c’hoariou.
(Da heuil.)