Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Avanturiou an aotrou Skrabelaou - Ar Bobl, 1910.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
17
Romant gazeten “AR BOBL”


Aventuriou

an Aotrou Skrabelaou

GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


XIII. — Kimiad an daou vreur


Antronoz vintin ec’h en em gavaz mare ar c’himiad, an daou vreur a dlie kemer al lestr evit mont da Londrez, ha deuz eno beza digaset war douarou Breiz.

Goude beza lavaret kenavo d’ar vam, goude beza renevezet o c’harantez e kenver an diou brinsez iaouank, an daou vreur a ziskennaz el lestr, ha prestik goude e tec’hchont deuz maner o mignon James Jakson, o c’halon leun a garantez, leun a esperans. Gwelet a reent o buez da zont karget a enoriou, ha dreist oll ec’h en em welent euruz da viken dre ar binvidigez a rofe d’ezo an diou c’hoar iaouank deut da veza o friejou.



XIV. — Buez an daou vreur e Londrez


Al lestr a faoute buan ar mor, hag an heol n’oa ket c’hoaz kuzet pa oe staget ouz kaë Londrez.

Pa en em gavaz an daou vreur e Londrez, netra na oa re ger, ha kerkent ec’h en em lakechont da brena d’an diou zimezell, en eur vagajin euz ar re binvidika, braoigou a briz huel. Dispign a rechont dek mil lur e bizaouedou hag e chadennou euz ar re gaẽra zo moien da welet, evit diskouez d’an diou brinsez an testeni euz o c’harantez gwirion.

Pa oe deut an noz, e zachont d’an hotell e leach e oant diskennet c’houec’h sizun araok. Antronoz vintin e kontchont o arc’hant, ha n’o devoa mui nemed tregont mil lur. Neuze e welchont o devoa e seiz sizun, dispignet wardro 70.000 lur.

— Bihanaat a ra ar ialc’had, a lavaraz Efflam, hag aoun em euz na deufe hon tud da rebech d’eomp pa vezimp digouezet er gear, hor buez direol hag hor pennou skanv. Mil lur ar zizun a zo kalz re, dek gwech re.

— A dra-zur, breur, hor buez abaoue m’emaomp e Bro Zaoz a zo eun tam direolet mez red e oa d’eomp ober da heul hor mignoned, an dispignou on euz great. Ahendall ! breman eo echu hon dispignou, paët ar misou brasa, ha kontantet on euz hon dimezelled gant enor. Ha neuze ! sonjal a ra d’id n’euz moien ebed da vrasaat, da garga hor ialc’h a nevez, da lakat ennhi adarre kant, daou c’hant, pemp kant mil lur marteze e berr amzer ? Eo breur ! hag ar voien-ze eo ar c’hoari.

— Gwir a leverez, breur, avechou e c’heller gounnit en eun taol kalz arc’hant, mez ive koll a c’heller kalz en taol all.

Nag a bed den a dlee o madou buez d’eun taol kartou, ha perag ne c’hellfomp-ni ket beza deuz niver an dud euruz-ze ? Breman eo bihan dija hor ialc’had, ha mont d’ar gear gant ken nebeud-ze a arc’hant a vefe eur vez evidomp, rak hon tud a ouie demdost petra c’helle kaout hor eontr. Eun taol a chans hebken a zo awalc’h evit lakat ac’hanomp adarre pinvidik evel e oamp du-ze e Lotheï…

— Mez ne ket an dra-ze, Briek, eo a ra d’in poan spered mez va c’halon a zo glac’haret, o sonjal ez euz du-ze e Breiz, diou galonik enkrezet o veza ma ne welont ket ac’hanomp. Souezet int dija o sonjal ne glevont ket deuz hor c’helou, ha red eo d’in en em lakat da skriva.

— Ne gomprenan ket petra leverez, Efflam ! mez deac’h oc’h erruout aman e Londrez, e peuz sonj, e peuz skrivet d’hon tud.

— Ne gomprenez ket, her gwelet a ran, Briek, ha ne zonjez mui en da vestrezik muia-karet, en Clarisse Hertford.

— Ah Efflam ! evel a leverez, va c’halon a zo kement karget gant ar garantez em euz evit va frinsez iaouank, ma oan deut da ankouaat eun tammik va mestrezik koant, merc’h ar belek protestant euz Raozon.

— Ma ! me zo o vont da skriva d’am mestrezik.

— Da verc’h an aotrou Cazibo, apotiker e Raozon ?

— Evel a leverez, Briek, ha lavaret ha rin d’ezhi dont aman ive da gemer perz en hor plijadur, da veva asamez ganeomp en euruzded.

— Me zo o vont da lavaret ar memez tra d’am hini, eurusoc’h e vezimp, pa vezo peb hini ac’hanomp e-kichen ar garantez.

Eur pennadik goude, Briek en devoa skrivet al lizer-ma d’he vestrezik, merc’h ar belek protestant :

Londrez ar 15 a viz maë 1825.
Clarisse, va c’halonik,

Ar joa em c’halon, e skrivan d’id ar c’homzou-ma, evit lavaret d’id pegen euruz eo va breur ha me e Bro-Zaoz. Eur mank hon euz great, evit gwir o kwitaat hor c’herent, evit dont da veachi a bell bro heb o asant. Mez red eo ne ket ta, e tremenfe ar iaouankiz, ar muia posubl el laouenedigez. Gant eur ialc’had mat a aour omp deut aman, aour hor eontr marvet e Lotheï.

Bet omp o veachi pell deuz Londrez, eun tammik e pevar c’horn Bro Zaoz, gwelet hon euz diou brinsez iaouank, o mam hag o breur, mez ar garantez hon euz evid an diou blac’h iaouank-ze, n’eo netra e kichen an hini em euz evidoud, o Clarisse, o va c’halonik.

E-keit m’ema va breur o skriva d’e vestrez evit pedi anezhi da zont aman da gemer perz en e euruzded, e pedan ac’hanoud ive da zont da unani ganen en eurvad em euz hirio. Deuz, va c’houlmik, va oll esperans, va oll euruzded, deuz da dremenn deiziou leun a garantez, gant an hini a gar ac’hanoud ar muia war an douar.

Da vignon evid ar vuez,
Briek Kerscabel.
3, Church Street, London, England.

(Da heuil.)