Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Senti a ree heb grozmolat, ha n’euz forz pe seurt kefridi a vije roet d’ezhan da ober, er grea raktal.

Pignat a ree ken buan a Fistoulik e beg ar gwerniou daoust d’e oad braz.

Ar mevel bihan o welet kementse a oa deut buan da gaout kasoni outhan, ha kaout a ree d’ezhan e oa gwelloc’h deut d’ar c’habiten egethan.

Eun devez deuz an abardaë, paotr ar bezin, skuizet gant al labour tenn, a c’hourvezaz e kichen e stur : buan Fistoulik a ieaz da c’houlen ouz ar c’habiten hag hen en doa kemeret paotr ar bezin en e lestr evit kousket ?

— Aze eman, sellit, astennet e goz kroc’hen ganthan eun heur zo, ha me zo va unan oc’h ober al labour !

— Te Fistoul fall, a zo droug ennoud abalamour ma z’eo paotr ar bezin kant gwoch gwelloc’h eged oud !…

Karet a rafez, ouzoun ervad, e taolfen anezhan war e bennn er mor, mez laka evez na iafez da genta, rak te n’oud nemed eun tostenner, eur gatellik.

Ouspenn, n’oud ket divlam da unan, rak eur pennadik zo e kav d’in e rez lez d’am boutaillou hag ive d’am ialc’h-butun.

Kerkent ma vez troet va c’hein, pe pa vezan eat da gousket, raktal e stagez da benn ouz ar boutailladou lagoutt, hag en deiz all ne ket ta, em boa tapet ac’hanoud o karga da gorn gant ar butun a oa em ialc’h.

Kredi ran ez eo gwelloc’h d’id deski gounit bara, araok deski derc’hel eur c’horn en da veg.

Rakse ta, sarr da c’hinou, rak me zo braz awalc’h evit gouzout petra m’euz da ober deuz an eil hag euz egile ac’hanoc’h, hag e lavaran d’id, biskoaz n’eo bet plijet an dostennerien d’in.


Goulskoude an amzer dremen buan, hag eur miz a zo abaoue m’eo kavet paotr ar bezin war ar roc’h duze etal Cancale.

Hen-man zo deut breman kalz chenchamant ennhan, he vijach a zo braoeet, gwanneet, larteet, hag e gorf n’eo mui gouliet gant ar bezin.

Breman ive e oar Gallek, ha zoken meur a c’her Brezonek en deuz desket, rak aliez ne veze komzet nemed ar iez-ze el lestr.

… Sell, eme Fistoulik d’ar Peul, gwelet a rez du-hont en dremwell tour tan Enez Verc’h ?

— Ia ! ha prestik e vezimp e Brest, nemed daleet e vijemp du-ze vardro Eusa, rak eno a vez aliez fall ar mor.

Epad an noz [e] veachont, ha deuz ar mintin d’ar zao-heol, e welont splam touriou-tan Konk-Leon. Wardro kuz-heol e tigouezchont e Brest.

Oll nemed ar c’habiten ha Sikraouik, e zachont da ober eun dro e kear deuz an noz.

D’ar mare-ze kear Brest a on bihanik, n’oa ket kement na tost a gonverz ennhi evel a zo hirio.

Goulskoude ar baotred o doa kavet an tu da ober beb a zac’hadik, ha paotr ar bezin koulz hag ar re all, a oa ruz o c’hribel o tigouezout el lestr da zek heur deuz ar noz.

Antronoz e oe red diskarga an traou, o c’has e kear hag o gwerza.

Eiz devez oa padet al labour, hag ar c’habiten, lorc’h ennhan, on doa bet kalz arc’hant evit ar marc’hadourez penseet.

Pemp mil lur a gonte evit koueor, mil lur evit hoarn ha plom, daou vil lur evit barrikennadou boëson, ha daou vil lur evit marc’hadourez all a bep seurt.


VI. — Eur c’helou mad !


Pa oe gwerzet an oll draou, al laëron-mor a gemeraz adarre an hent evit dont d’ar gear da Lannion.

Ar c’habiten, lorc’h ennhan gant e zek mil liur, a oa azezet etal ar stur o vutunad hag o sellet a gleiz hag a zeou.

Paotr ar bezin a boanie da labourat evit kaout graz vad e vestr a oa ken mad evithan. He nerz kalon a greske, o sonjal e tostee evithan an heur da welet e dud du-ze en Danemarck

Evelato, eun devez deuz ar beure, ar c’habiten, evel e oa kustum, a oa etal ar stur o vutuna, hag a c’halvaz paotr ar bezinn da vont da gaozeal ganthan.

— Azez aze em c’hichen evit diskuiza : al lestr a zo goullo, ha Fistoulik a zo goest awalc’h da ober an tam labour.

Marteze ne peuz ket butunet pell zo, hag e kavfez mad eur c’hornad ive ?

— Ia vad mestr, mad e kavan eur c’hornad, ha gwec’hall zoken e oan eur butuner braz.

— Sell, setu va ialc’h, ha setu eur c’horn. Prestik goude an daou-man a daole moged dioutho gwasoc’h eget eul lestr dre dan.

Fistoulik avad a zelle a gorn outho, hag e kounar e iee pa wele paotr ar bezin o kuzulat gant ar mestr. Goulskoude ne lavare grik ebed nemed d’e genseurted all.

Pa oant o daou o peurachui o c’hornadou, paotr ar bezin a lavaraz d’ar c’habiten :

— Selaouit, mestr, eun dra a zo war va spered abaoue emaoun en o lestr, ha red eo d’in diskuill d’eoch heb argila, ar pez a zo o troidella em spered.

— Petra zo ta ! lavar d’in ta buan ! eur zorc’hen bennag douetuz ! C’hoant ec’h eur da vont d’ar gear ?

— N’emaoc’h ket, mestr ! mez mont a ran da ziskuill d’eoc’h freaz ar pez a c’hoarvez.

Lavaret em euz d’eoc’h oun bet pell amzer gant eul laër-mor evel-d-oc’h.

(Da heuil)