Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
8
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————

    1. 4 ##


— Ouspenn-ze, azalek va unnek vla beteg va daou vla war nugent, oun bet gant eur c’habiten braz euz va bro o laërez pense e kement mor a zo er bed.

Er giz-ze eo em euz goneet en berr amzer ar muia amzer.

Sonjal a ren zoken chom er gear da veva deuz va leve, pa vije echuet ganen va beach e Bourdell ; mez allaz ! ar gwall-eur ne lavar ket e pe boent ec’h erru, ha d’an ampoënt ma sonje d’in e oan o vont da veza euruz gant va bugaligou, ez oun kouezet er brasa dizesper.

Goulskoude breman ne gollan ket ar fizians da welet va zud, ha red e vezo d’in kas d’ezho deuz va c’helou kenta ma c’hellin.

— Lenn ha skriva ouzoud da viana, eme Fistoulik.

— Ro peoc’h ta amprevan fall, ha lez anezhan da gonta d’eomp e vuez penn da benn.

— Ha da vreg, eme Sikraouik, ne gomzez ket d’in diouthi.

— Va hini goz, a zo maro breman, kredabl, rak pa oan deut euz ar gear e oa krog ar boan izili ennhi da vad, ne c’helle mui loc’h deuz e gwele.

— Lavar d’ezhan, Sikraouik, echui ar gont-ze, rak gwelet a ran an daëlou o ruilla deuz e daoulagad… peb den a zo c’houek e dud d’ezhan.

Sell, Peul ! kerz d’ar strad david al litrad Lagoutt, ha marteze paotr ar bezin a ankounac’heo buanoc’h e anken.

Mes evelkent, p’e gwir e chomo ganeomp breman da vartolod, ez eo koulz d’in mont da glask eun tam dillad benag d’ezhan da c’holo e groc’hen.

Ar c’habiten neuze a ziskennaz, hag eun hanter-heur goude, paotr ar bezinn a oa great eun aotrou anezhan.

— Trugarekaat a ran ac’hanoc’h oll deuz ar vadelez oc’h euz evidon, tennet oc’h euz ac’hanoun deuz ar brasa dienez, ha breman oun deut adarre da veza eun den henvel euz ar re all.

Mez breman lavarit d’in piou oc’h, pe seurt marc’hadourez zo ganeoc’h, ha da beleac’h e zit ?

— Ni, eme Sikraouik, a zo laëron-mor evel oc’h bet gwechall, hervez a livirit.

— Ia, eme Bimbao, hag abalamour da ze eo am euz digemeret ac’hanoc’h em lestr, rak c’houi marteze a anavez gwelloc’h an doareou er broiou pell eget na reomp-ni.

Anaout a rit ive iez an Danemarck, hag e sonjan a ve mat d’eomp mont wardro eno da ober eun dro.

— Oh ! ma ve o madelez ! neuze da viana em bezo an eur vad da welet va zud, ma z’int beo c’hoaz, ha da bokat d’ezho !

— Kabiten, me m’euz naoun !

Sonet ar c’hreide, ha Sikraouik n’euz hano ebed ganthan da aoza lein.

— Sikraouik a zo red kaout anezhan aman da gomz gant paotr ar bezinn, te Bidoch, kerz da gerc’hat eun dousen viou, eun tam kig sall, ha gra d’eomp eur fritaden vad, rak naoun hon euz oll moarvad.

— Mardandoustik avad ! me ne ket naoun hebken em euz, mez prest oun da grevi gant ar zec’hed, ha bep a vanne gwin a rafe mil vad d’eomp.

— Allo ! krener an derzien, eme ar c’habiten o c’hoarzin, ne peuz ket a vez !

N’ouzoun ket penaoz eur potr trizek vla evel-d-oud, bleven ebed c’hoaz war da vuzellou, a veac’h ma c’houzout boutona da vragou da unan, ha dija mar plich, e c’houlennez Lagoutt da eva ouz da zec’hed !…

Eur vez d’id, sell !… Evelkent en enor d’ar martolod nevez, e lakin al litr war an daol, keiz da vid eur voutaillad, Peul.

— Mar kirit, kabiten, me ielo da zikour anezhan, me zigaso ar gwer.

— Nan, nan, chom aze te, lapouz finn, rak abenn ma vijez en em gavet d’an nec’h, e vije dija eur c’halopinad en da gof.

Prestik ar Peul en em gavaz gant an hini melen, ha deustu war e lerc’h, Bidoch gant eur fritaden.

— Allo ! paotr ar bezin, debr hag ev breman ar pez raio vad d’id, an dra-ze a zigaso da zonj d’id deuz an amzer dremenet, gwechall pa oaz gant al laër-mor ec’h euz komzet anezhan, hag a ziskouezo d’id e oar martoloded Breiz digemer an estren koulz lavaret evel o breudeur.

Eur c’hart-heur goude e oa lipet ar plad, ha goullonteret ar voutaill. Fistoulik a lipe e vuzellou warlerc’h al lonkaden diveza eat en e gof.

    1. 5 ##


V. — Eur veaj e Brest


Bimbao, goude beza rostet eur c’hornad butun ouz taol, a zavaz war ar pont da zellet ouz an amzer, ar Peul a heuliaz anezhan.

— Ma ? an oabl a zo glaz adarre, an avel eat er roud vad ha sioulik, ar mor plean evel eul lenn eol.

Kredi ran e c’hellin breman trouc’ha hent warzu Brest, rak hast em euz da zigouezout vit gouzout pegement e verzin va marc’hadourez.

— Allo potred ! peb hini d’e labour, savit an heor, hag en hent evit Brest.

Eun hanter heur goude, ar Goulmik, kaer da welet gant e diouaskel wen digor, a gerza braoik war ar mor glaz.

Fistoulik a zo o c’houibanat war ar pont, ar Peul a renk an traou el lestr, Bidoch a zo krog er stur, Sikraouik, paotr ar bezin hag ar c’habiten a zo o konta er gegin.

Paotr ar bezin a ziskouezaz buan d’ar c’habiten n’oa ket deskard en e vicher, labourat a ree gwella ma c’helle evit plijout d’e vestr nevez, a oa bet ken mad evithan.

(Da heuil)