Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Abenn eur c’hart heur goude, ar Peul a lammaz er meaz euz e vele, ha spontet gant an trouz, e pignaz da gambr ar c’habiten, da c’houlen outhan ha ne gleve ket ar cholori a ioa er strad.

— Nan, me n’em euz klevet grik ebed.

— Ma ! muioc’h a drouz a zo eget na ra potred ar zabat.

— Deomp da welet, kerz da zihuna Bidoch keit ma vezin o lakat va dillad.

Prestik goude, ar botred, bep a c’houlaouen gantho en o dourn, a ziskennaz er strad. Furcha reont er c’herniel tro, ha kaër o devoa na welent netra.

Evit doare, eme ar c’habiten, ar razed o deuz kemeret an teac’h, rak breman na welan hini ebed.

Fistoulik hag a blije d’ezhan firboucha, a lavaraz :

— Marteze, emezhan, ar razed a ra o darempred dre aman, ha me rofe ali da welet ha kleuzet eo dindan. Kerkent, ar Peul a grogaz en eur zac’had, ha ken buan e oe red d’ezhan en lezer da goueza. Eur c’hrougnaden heuzuz a deuaz anezhan ha kerkent ar zac’h a en em lakeaz da ober tro ar gambr en eur c’hrougnal. Ar pevar martolod spourounet, a bignaz war ar pont, tiz varnho. Neuze ar c’habiten a lavaraz e ranke hennez beza Paolik. N’euz forz, disken a rechont adarre o fevar er strad, bep a forc’h houarn gantho, warzu eur bern sac’hadou glaou-douar renket en eur c’horn.

Sebezet oant bet, pa welchont Paolik o c’hortoz anezho, eur vanden verc’hed iaouank en dro d’ezhan, ha mud evel peuliou.

— Ma rez eur gammed hebken araok, kabiten, eme Paolik, emaoud maro, te ha da dri mevel.

— Piou oud-te evit komz an doare ze ouz eur Breizad dispont evel ar c’habiten Bimbao ?

— Me eo Paolik an Ankou, hag ar re-man ar merc’hed-man, eo gwardianezed ar maneriou laëret. Chenchet em oa anezho en ken aliez a rigadellen evel a blac’h iaouank a oa anezho, ha setu int hi aman hirio prest d’am skoazella. Mez pegwir oun deut a-benn da drec’hi eur vanden soudarded kounaret, e c’hellit beza sur n’em bezo ezom ebet anezho evit va difen. Kalz vad em euz great d’id, ha pinvidik out hirio, mez me zo kaoz. Eun taol fallagriez e peuz great em c’henver, o lakat ac’hanon da denna va billed va-hunan deuz ar zac’h, hag hennez, an taol-ze eo a renkez da baëa hirio.

— « Ia mez ! »

— « Mez ebed ! kabiten trubard ! ha n’euz nemed ar maro evidoc’h oll, ma ne asantit ket rei d’in va goulen. Tri zra a ran d’eoc’h da choaz :

Ar c’henta tra eo ar maro aman hirio war al lestr-ma, ha neuze hoc’h eniou a vezo d’in dustu.

An eil tra eo : dizrei da gas d’ar c’hestell an holl madou laëret, ha neuze n’em bezo perz nemet en eun ene.

An tride eo sina gant gwad euz o gwaziou e rofoc’h d’in hoc’h iniou a benn kant vla a-zalek an devez hirio. »

Ma Paolik ! gwelet a ran omp trec’het ganez da vad, gouzout a ran ne vezin ket avansetoc’h evid stourm ouzid ! Lez ac’hanomp da vont eur pennadik a goste vit en em glevet, ha bremaïk e pezo ar respont.

Pa oe eat ar botred a goste, ar c’habiten a lavaraz :

« Klevet oc’h euz koulz ha me petra fell da Baolik : grit buan o sonj, ha livirit d’in.

— « Evidoun-me, n’oun ket nec’hed, eme Bidoch : gwella zo da ober eo mont ato betek Breiz, ha lezen an diaoul kam da c’hoari e baotr. Sur oun e kant vla ni gavo finoc’h eged han. »

— « Ia, ta, eme ar Peul, sinomp d’ezan raktal gant hon gwad, ec’h en em roomp d’ezan korf hag ene abenn kant vla aman. »

— « An dra-ze, eme Fistoulik, a zo ive va zonj-me : mervel aman a gavan diez, ha ne rin ket eo, nemed lazet e vijen. Mont en dro da gas ar madou laeret, a gavan, koulz lavaret ken diez hag all. Rak-se ’ta e kavan koulz mont betek Breiz, hon bro muia karet, beza pinvidik epad kant vla, ha marteze zoken dimezi gant eun euz ar merc’hed koant a zo aze e kichen Paolik. Hag ouspenn marteze a-benn kant vla, Paolik a vezo maro, ha neuze n’en devezo ket ezom deuz hon iniou-ni !

« Lod deuz ar pez a lavar Fistoulik a c’hell beza gwir, a lavaraz ar c’habiten. Lakomp e timezfemp, hag e kemerfemp bep a hini deuz an dimezellet a zo aze gant Paolik, mignonezed d’ezan. Me gred e c’hellfe kaout truez ouzomp ha ne gemerfe ket hon eneo. Ha neuze ! e kant vla e zeuz moien da zeski meur a dra ! Marteze a-benn neuze unan bennag ac’hanomp en devezo kavet ar voien d’hor savetei oll, en eur blanta Paolik en eur vouillen bennag ! »

Goude beza komzet er giz-ze e-pad eun hanter heur, ar baotred a deuaz da gaout Paolik chomet e traon al lestr gant e zimezelled, hag ar c’habiten a lavaraz :

« Goude beza goulennet kuzul hag asant va c’honsorted, e touan, Paolik, da lavaret d’id ec’h en em roimp d’id korf hag ene a benn kant vloa aman. »

— « Ma ! tostaït aman neuze da zina peb hini gant e c’hwad, evit ma vezin direbech dirag va mistri  ».

A-benn eur c’hart heur goude, a oe great an traou, ha Paolik, dous evel eun oan, a zavaz war ar pont gant e zimezelled koant. Ar merc’hed a zeblante kemer ebat o sellet ouz an douarou kaer a welent tostik d’ezho.

(Da heuil)