Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/25

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
25
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————

    1. 9 ##


Staga reaz ar voutaill ouz e benn, ha pemp minut goude n’oa kin taken ennhi. Prestik ar c’heginer a zantaz an traou o trei en dro d’ezhan, hag a en em roaz da gousket war ar pont.

Goulskoude Paolik n’oa ket maro, mez mont a reaz da guzat pell deuz ar Goulmik, ha gwelet en doa ar botred o vont e kear. Neuze, o neui dindan an dour, beteg al lestr e teuaz a nebeudou. Pa oe erruet etal ar Goulmik, e reaz eul lamm ebarz, e welaz Bidoch astennet war ar pont o tiroc’ha gant e gorfat. Disken a ra neuze e strad al lestr, ha mont a ra da guzat en eur zac’h bet o lakat glaou douar. Evel eur zantik er voger, e chom Paolik en e gorn tro.

An noz a dostee a lammou braz, hag an daou vartolod goude beza prenet dillad ha louzeier, a deuaz d’al lestr diabaf kaër. Souezet e oant bet, pa welchont Bidoch astennet war ar pont o roc’ha.

Kregi rachont o daou ennhan, hag e taolchont anezhan war e wele da gousket. Neuze e lakechont louzou d’ezhan war e lagad hag eur mouchouer war gorre. En em lakat a rechont a-zevri da aoza koan, patatez fritet en amann, eun elumen viou gant kig moc’h, ha pesked fritet. N’oa ket peur achuet koan, pa glevchont mouez ar o c’hervel evit ma vije digaset ar vagik beteg ribl ar c’haë vit her c’has d’al lestr. Fistoulik, soubl e gorf evel eur zilien, a deuaz kerkent, hag eur c’hart heur goude, e oa ar c’habiten el lestr. Ar Peul en devoa servichet koan, hag an oll a zebraz a galon vad.

— E peleac’h ema Bidoch, pa n’ema ket o tebri e goan ganeomp ?

— Bidoch a zo bet red d’ezhan mont da gousket, rak prestik goude ma oe laket al louzou d’ezhan war e lagad, e krogaz ar boan-benn ennhan, hag eun hanter heur a zo ez eo kousket.

— Ma, potred ! en deiz all em oa gourdrouzet ac’hanoc’h abalamour d’an dispac’h o poe great e kear, mez hirio ez eo laouen va c’halon o welet oc’h deut diabaf d’ar gear. Da goania o roin d’eoc’h hirio bep a vanne gwin euz ar gwella, roet d’in evidoc’h gant va eontr. Ouspenn, eur voutaillad boëson hag a goust d’ezhan ugent liur, em euz bet ive, mez hounnez avad na vezo ket boulc’het ken en em gavimp er gear.

— Oh kabiten ! eme Fistoulik, ar gwel hebken deuz ar voutaill alaouret-ze, a welan en o paner, a zigas an dour em beg ! en hano Doue, mestr, en enor da groc’hen ridet Paolik, roit d’eomp bep a vannac’hik hirio, hag ar peurrest e Breiz.

— Ma ! sell Fistoul fall, en enor da Baolik a zo toubudet e ialc’h vutun, ec’h evimp hirio bep a vannac’hik bihan, hag e Breiz, pa vezo rannet an arc’hant, ec’h evimp ar rest.

— Dao dei ! eme ar Peul.

— Oh sac’h krampouz ! eme Fistoulik o frotta e gof, hen-ma zo mad avad !

— Pa lavaren d’id, eme Bimbaoïk.

Goulskoude ar c’habiten a zerraz prestik e voutaill en e armelik, hag a lakeaz an alc’houez en e c’hodell.

Antronoz vintin, kerkent ha goulou-deiz, an heor a ioa savet, hag ar Goulmik buan ha buan a bellee douz kaë ar gear vraz.

    1. 10 ##


X. — Paolik adarre


Pevar devez a zo abaoue m’ema ar Goulmik o veachi warzu Breiz, ha d’ar gwener deuz ar mintin, Fistoulik, teval o benn, a deuaz da gaout ar c’habiten a ioa o skriva en e vureo.

— Petra peuz ta ma ouelez er giz-ze, ar Peul en deuz skoet ganez ?

— Oh nan, mestr, mez c’hoant kousket em euz, rak abaoue omp deut kuit deuz an Aber-Nevez, n’em euz ket kousket eur veraden.

— Petra zo kaoz d’id ta ?

— Bep noz pa ian da esa kousket, e sav eur skrab mantruz e gweled al lestr, ha kredabl awalc’h ar razed oc’h en em ganna eo a ra ar cholori-ze.

— Ha ! ha ! ha ! eme ar c’habiten o c’hoarzin a bouez e benn, prestik e vezo dao d’in lakat stokerien e strad va lestr, evit tapa ar razed a harz ouz Fistoulik da gousket.

— Ma ! kabiten, kredit pe na gredit, evidon-me n’oun ket evit kousket gant ar freuz a glevan bep noz etal va gwele.

— Allo Fistoul ! ma peuz c’hoant kousket asten da lerr aze war va gwele-me, pe du-hont en disheol war ar pont, ha ro peoc’h d’am penn-me ma rin va c’hontchou.

Ar mevel bihan a reaz eur c’housk mat e gwele ar c’habiten, ha vardro seiz heur deuz an noz, pa oe dare koan, Bidoch a ieaz da zihuna anezhan.

Da zek heur noz, Fistoulik a rankaz mont d’e vele, hag en nozvez-ze e oa bet skrijuz ar cholori. E-kreiz an noz, ar mevel bihan a zavaz en eur iouc’hal, a c’halvaz ar c’habiten hag an daou all da zont da zelaou an trouz. Pa oent deut, ne glevchont grik.

— Marmouz ! tignouz fall ! eme Bimbaoïk, eur vez eo d’id dont da zirenka ac’hanomp-ni d’an heur-ma, ha da lakat ac’hanomp da goll kousket en aner !

N’oud nemed eur sorc’henner, eur spered troët. Mez petra virfe ! emaout mezo bemdez, ha kaër e meuz lavaret d’id dioual ouz an odevi, na rez van ouz va c’hlevet.

— Ma ! mestr, an dour a deu em daoulagad o klevet ac’hanoc’h o lavaret d’in ar wirionez, mez evelkent, ma ne jom ket unan bennag aman asamez ganen, me zo o vont war ar pont da dremen ar rest deuz an noz.

— Ma ! Peul, chom ganthan beteg an deiz.

(Da heuil)