Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Ar C'habiten Bimbao - Ar Bobl, 1909.djvu/18

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
18
Romant gazeten “AR BOBL”


Histor fentus hag estlammus

AR C’HABITEN BIMBAO
mestr al Laëron-Vor
GANT
Loeiz AR FLOC’H
————


Ar c’habiten a lezaz d’ar c’homzou-ze eur iouc’haden hag a jomaz mantret. Ar pevar martolod spontet, a deuaz en e gichen… Goude eur pennadig a vantridigez, ar mestr a respontaz :

« Ah ! te eo Lusifer neuze !… Ma ! sell ! tenn ar zonj-ze kenta ma c’helli deuz da spered, pe m’en tou d’id, war va feiz a Vreizad, hep dale da benn a vezo faoutet.

— Lakit evez, kabiten ! rak ma ne roit ket d’in a galon vad eun ene, me ouezo kemer ac’hanoc’h oll, hag ober diouzoc’h ar pez em bezo c’hoant.

— Oh ! evelkent, Paolik, e rabati, ha ma ne peuz ket santet roudou ivinou potred Breiz o vont en da ler c’hoaz, prestik e ri, rak m’en asur d’id, koll a rez da amzer o c’hortoz eun ene ac’hann. »

— Evit va ene me n’en devezo ket ! eme Fistoulik.

— Allo potred ! hardi ha beac’h ! ha taolit an diaoul-ze er mor !

Kerkent hag ar ger, ar Peul a vriataz Lusifer, ha Fistoulik a grogaz en e ziwesker hag en taolchont er mor. Ar botred o welet Paolik oc’h en em zifretta, a c’hoarze hag a iouc’he :

Klask mad hag e kavi awalc’h a eneou pesked !

Mez Paolik, war neûn, a heulie ar Goulmik, hag en eun taol kont, an avel a deuaz da veza krenv, ar mor a rustee, hag a venne bep ar mare lonka al lestr.

Goulskoude, ekeit ma oa peb hini gant e labour, Paolik a zavaz el lestr. Kerkent ive e oe liammet e gorf d’ezhan, ha taolet er giz-ze en eun toull doun el lestr. En toull teval-ze, stag ouz eur peul en eun doare ma ne c’helle mui finval na treid na daouarn, Paolik a zante ar razed hag al logod o krignat d’ezhan bep ar mare e gosteou.

Noz eo, hag ar mor a gendalc’h da veza rust, an avel a ziroll gwasoc’h gwaz, ha var-dro unnek heur ar wern vraz a dorraz, ar gweliou a gouezaz war ar pont, ar stur a faoutaz o stoka ouz eur roc’h. Breman ar c’habiten, diez braz e spered, en em ro da wela, hag e vartoloded, dispont goulskoude a skuill daëlou c’hoëro, pa zonjont emaint o vont da goll o buez. Ar c’habiten, er meaz anezhan e-unan, a zisken neuze e strad al lestr evit kaozeal gronz da Satan.

— Te eo a zo kiriek euz a gement man, mez abenn pemp minut, ma ne deu ket ar mor da veza donv ha plean, ar Peul a faouto d’id da benn. Rakse ’ta sonj ervad ! »

— Gwir a livirit ! me eo a zo o lakat ar mor da veza rust ! Lazit ac’hanon, mar kirit mez neuze pevar diaoul all kalz gwasoc’h eget oun, a deui em leac’h. Neuze avad, kenavo d’o puez, kenavo d’o tanvez !

Ar Peul, pa glevaz ar c’homzou-ze, a zavaz e vouc’hall uz penn Paolik. Kerkent hen-man, goude beza torret ar peder chaden houarn a liamme anezhan, a zav en e zao, hag a zell ouz an daou Vreizad, e zaoulagad ruz tan evel daou lagad eur bleiz. Spourounet oll, ar c’habiten hag e genseurt a gemeraz trum an teac’h, hag a deuaz war ar pont. Paolik a heuliaz anezho, ha neuze a lavaraz :

— Respont d’in, kabiten, roi a ri pe na roi eun ene da Baolik !

— Morse ! eme ar Breizad, rak ni aman oll a zo kristenien, diaoul ebed n’en devezo perz en hon eneou !

Krak ! krak ! a reaz ar Goulmik o faouta dre an hanter…

— Klevet a rez, kabiten, ne ket va fenn-me eo a zo o faouti, mez da lestr… great eo an traou d’id, rak da lestr ha da zanvez a zo war ar reier, ha bremaïk e gweled ar mor !… Kerkent hag ar strakadennou, iouc’hadennou skrijuz ar vartoloded o vont da veuzi a erruaz beteg diouskouarn ar c’habiten.

— Oh va mam baour ! emaoun o vont da goll ! eme Fistoulik.

— Oh itron Varia Wir-Zikour, sikourit ac’hanomp ! a lavaraz ar Peul.

— Aïou ! aïou ! a lavaraz Sikraouik, ema great ganen, va c’hof zo dija leun a zour !

— Eur minuten all a roan d’eoc’h c’hoaz evit o savetei pe o koll da viken ? Promet, kabiten, rei d’in ene unan benag deuz ar re zo breman el lestr, hag e vefoc’h saveteet oll c’hoaz ?

— Ma, treach out d’in, ha prometi ran d’id e pezo eun ene pa zigouezimp en Aber-Nevez.

— Sin d’in gant da c’hwad war ar paper-man, rak anez ne vijen ket divlam dirag va mistri.

Kerkent ma oe sinet, an avel a davaz, ha Paolik gant eun nebeud ardou diaoulek, a gempennaz ar Goulmik, hag he zennaz diwar ar reier.

— Eun diaoul a baotr mat eo Paolik evelkent ! eme Fistoulik.

— Ia vad ! eme Bidoch, rak me zonje d’in ha panefe em boa delc’het krog mat er wern-vizan, em bije ranket rei va c’hik da zebri d’ar pesked.

— Ha me, eme Sikraouik, a zo bet o neui ha dija e oa ouspenn hanter-leun va c’hof a zour-mor, pa m’oa gallet kregi en heor ha sevel el lestr.

— Allo ! peoc’h gant an dra-ze, a lavaraz ar c’habiten, ha deomp d’ar strad da welet ha beuzet eo ar varazad gwin-ardant. Kerz daved daou litrad Fistoulik, ne vezo ket re d’eomp, evit ar spontaden hon euz bet. Paolik, daoust ma z’eo Paol awalc’h, a evo eur banne ganeomp ive.

Ar Botred a ieaz ouz taol, ha Fistoulik a deuaz gant daou litrad Lagoutt. Paolik a lonkaz heb distaga, eun hanter litrad, ha goude eun hanter litrad all. Skuiz gant ar c’holl kousket, ha mezo-dall, Paolik a en em roaz da gousket e strad al lestr, diroc’hal a ree gwasoc’h eget eur penmoc’h gouez.

(Da heuil)