all a draou-all c’hoaz ; ar gwella fiskoan deuz e vuez a zrebaz Laouik en nosvez-se.
« Setu ama penaoz oa deuet an traou-ze en ti Laouik. Epad ar Pellgent, an Itron a Goatydreux hag he merc’h Helena a zeuaz, en plas ar Mabik Jezus, da zigas an holl draou-ze heb ankounac’hat ar gador a zigaschont ive. C’houi a c’houlenno marteze penaoz oant deuet en ti ? O ! mignoned, en amzer-ze ar beorien diwar ar meaz ne alc’houezent ket o doriou, ha setu perag an Itron a Goatydreux hag he merc’h oa bet eaz awalc’h d’ezo dont en ti heb beza klevet na gwelet gant den, nemed gant Doue.
« An Aotrou Markiz, truezus e kenver ar beorien, a gemeraz a c’houdez_ar famill maleüruz-se en e vaner : an tad a laboure er jardrinou hag er parkeier ; ar mam a daole evez euz bugale ar maner ; Laouik a oa kaset d’ar skol, hag eur vech skoliatet e tioualle ar zaout : en eur ger, beva reant eüruz eno, Hag en amzer a vrema Laouik a zo c’hoaz er maner evel kocher pe paotr ar c’hezek ; e dad hag e vam a zo maro er maner ive. Setu aze petra c’hounit ar re a jom stard en o relijion : Doue o rent eurus er bed-ma hag er bed-all. »
Ar vugale a zelaouaz histor Laouik digor braz o ginou ha digorroc’h c’hoaz o diouskouarn. Goudeze o mam ho lakeaz en o gwele, rag ma ne zeufent ket da vont d’o gwele dustu, ar Mabik Jezus ne zigasfe netra d’ezo, a lavaraz Herve goz ; ha Jopik hag e c’hoar o doa aon braz e chomfe goullo o boutou, ma ne zentfent ket. An daou vevel, Soaz ar Gluchen hag Herve goz a ieaz ive pep hini da glask e lojeiz, epad ma ’z ea Iann hag e vreg Mari-Yvon, d’ar Pellgent.
D’an devez varlec’h, ar vugale oa mall ganto gwelet petra hen doa digaset ar Mabik Jezus d’ezo. Kaout a rejont en o boutou : daou vabik Jezus sukr, daou gorn-butun sukr, ha traou-all c’hoaz. Bep a vaout a oa deut d’ezo ive hag a rea : ouek, ouek, pa vize gwasket warno.
Jopik ha Lizik a gendalc’haz goudeze da veva en doujans Doue, o kemeret skouer divar o c’herent kristen, o sikour, hervez o galloud, ar vugale paour deuz o oad, oc’h en em briva aliez deuz braoigou ha traou-all.
Kemerit skouer divar an daou-ze, bugaligou kristen, hag e veoc’h eürus er bed-ma evid mont divezatoc’h gant Doue d’e varadoz.
Lok-Eguiner.
Job-Per AR BRAS,
17 vloaz,
bet er skol gant “Glaoda”.