Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Braz - Jopik ha Lizik. Ar Vro, 1907.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

N’hen doa ket ezom da lakaat e zillad rag n’en doa ket o divisket ; raktal e lamm er meaz euz ar gwele oc’h ober an neubeuta ma c’hell a drouz… E dud a glevaz eun tammik dispac’h en traon an ti, mez sonjal a rejont oa ar c’haz eno oc’h ober trouz, pe Laouik oc’h en em esaat er gwele.

« Deut er meaz euz e vele, Laouik a jommaz da zonjal… Marteze ar pilgos ne vije ket roet evid netra, hag ouspenn n’en doa ket a c’hoant d’en em lakaat paour. Kas a reaz eta eur gador goz gantan, pehini oa e kichen e vele.

« Eur vech er meaz euz an ti, kador hag all, e lakeaz houman var e benn… ha iao… Ar maner a oa tost, hag a-benn daou vunut goude oa erruet. Skei a reaz var an nor hag eur plac’h a zeuaz da zigerri :

« — Me meuz c’hoant da velet an Aotrou Leon, eme Laouik.

« An Aotrou a glevaz hag a anavezaz mouez Laouik. Raktal ec’h erruaz var dreujou an nor :

« — D’ober petra out deut ? emezan gand eur vouez tener.

« — Me zo deut da gerc’hat ar pilgos a zo aze e traon al leur, eme Laouik, mar d’oc’h kontant d’hen gwerza d’in ?

« — D’hen gwerza d’id, a lavaraz an Aotron souezet rag gouzout a rea Laouik n’en doa ket a arc’hant d’hen prena.

« — Ia, evid ar gador-ma, a lavaraz Laouik.

« — Mad, ar memez tra, mar d’out gwest d’her c’has ganez, eme an Aotrou. Petramant marteze da dad a zo erru d’e gerc’hat ?

« Kerkent Laouik a gontaz, heb chipotal, d’an Aotrou an trukou en doa great evid dont kuit euz an ti heb ober trouz. An Aotrou a c’hoarze, en dra ma c’helle, ouz e glevet, hag a lavaraz d’ezan :

« — Samm ar pilgos var da gein, ha kas ive ganez ar gador en dro d’ar gear.

« — Neuze ne gemerin ket ar pilgos, eme Laouik.

« — Mad, laosk ar gador ama neuze, eme an Aotrou.

« Laouik a zammaz e bilgos hag a oa laouen braz o vont varzu ar gear o sonjal er blijadur o divije, hen hag e dud, o tomma deuz ar penkef nedelek, hag ive abalamour d’ar Mabik Jezuz, pa deufe en ti dre ar chiminal, a gafche tan d’en em domma e-pad an noz.

« En eur erruout er gear, Laouik a roaz eun taol d’an nor gant e bilgos evit hen digerri. An trouz-se a spontaz e dad hag e vam hag ouspenn, estonet maro oant o velet Laouik erru en ti gant e bilgos, rag kredi ’reant oa kousket Laouik en e vele kousket :

« — Petra zo ganez, Laouik ? a c’houlennaz e dad.

« — Eur pilgos d’ober penkef Nedelek, eme Laouik.

« — E pe-leac’h out bet, lampon, o laërez hennez, a lavaraz ar vam, ha penaoz out eat euz an ti heb ober trouz ?

« Laouik a renkaz konta tout adarre evel m’en doa great d’an Aotrou, en eul lavaret en doa roet ar gador goz evitan.

« — Oh ! neuze, eme an tad, ne goust ket re d’id, rag ar gador ne dalveze ket daou wennek.

« Ar vam, evid kredi gwelloc’h, a ieaz da draon an ti da velet ha ne oa mui ar gador eno, mez ne gavaz netra.

« Goudeze oa great eun tantad tan en ti gant ar pilgos evit en em domma da c’hedal mont d’ar Pellgent. Laouik en doa bet urz ive da vont d’ar Pellgent, er bloavez-se asamblez gant e dad hag e vam, ha nê ket hen oa an neubeuta lorc’h ennan o vont. Epad an oferen hanter-noz, e sonje en traou brao hag er c’huignou en dije digaset d’ezan marteze ar Mabik Jezus deuet da domma e dreid d’e di. Kement a vall en doa da vont d’ar gear eget m'en doa bet da zont d’an iliz.

« Pa erruaz er gear, na pebez joa en doa bet o velet, renket mad var an dol, e-touez eun torchouer gwenn-kann : kig fresk ha bara fresk, fourmaj, gwin, kuignou sukr, braoigou a bep seurt ha kement--