som brao ! Lavaret eo… Paëa a rin friko braz da oll dud ar skoadron. Allo ta… mignoned… Evit… karit… dansomp ar jabadao… Mez da beleac’h ez a va spered ? Ne m’aomp ket eno c’hoaz… Da c’hortoz an amzer eurus-se, klaskomp kousket eun eur pe ziou, hag e teui an noter direbech am euz lakeat goulen. Evit kousket, e karjen lenn eun dra benag… (kemer a ra eul leor war an daol). Barzaz Taldir… Petra eo an dra-ze ? Brezonek ? Ah… nag e ve gwelloc’h ganen eun dra benag evel Les Gaités de l’Escadron (en em lakat a ra da gana) :
(En eur zellet ouz al leor). Gwelet a reer enhan, penaoz Douar-Breiz a c’houlen e vugale. Ouspen-ze, ar barz a bretant e teu an den, en despet d’ezan pa zon heur spered an Tadou koz, da veza diffener kalonek ar vroïk, pe vezer troët d’hen ober, pe na vezer ket…
Korn butun ! Ne fell ket d’in poulza va griziou aman hag an oll varzed euz ar bed ne virint ket ouzin da redek bro dindan oabl an Afrik, evel ar gwella chaseour aljerian !