loiad vras, en eur werennad dour ha mel, diouz an noz, evit en eur sevel eus ho kwele. Grit an dra-ze bep mintin hag a-nebeudou, ho korf a deui da veza evel ma tle beza.
Diou loaiad eoul-lin, diou loaiad gwin-ruz hag eul loaiad sukr malet, a zo eul louzou mat da barea ar c’hignadennou an trouc’hou hag all.
Cresson de fontaine
Houarn, fosfor, fosfat a zo er beler, iod a zo ivez evel er bezin. Mat eo eva sun ar beler frigaset ha gwasket, evit kement klenved a zo er skevent. An dud blank, sempladurez d’ezo, a evo dourenn beler, pe gwelloc’h, beler, linad hag uhelenn c’houero, eun dournad eus a bep hini, frigaset ha lakaet en daou litrad gwin-gwenn. Eva eul litrad bep sizun. Evit digas naon d’an dud, n’eus ket gwelloc’h. Evit parea frailhou ar genou ez eo dreist, her chaokat. Eur medisin brudet awechall, en deus pareet eun niver bras a dud o vont da goueza peultriner, gant kresoun frigaset, laket gantan eol debri eleiz, eur meudadig holen-gwenn hepken, hag eun diveradenn gwinegr. Met debri a ranker eur mell dournad beler, ha diouz ar mintin hepken, ha bemdez heb ehana dervez ebet, e-keit ha ma kaver beler. Chaokat kresoun hepken, a zo mat evit mirout ouz ar rumou da gregi ennomp.
Er Prat, kichen Lannilis.
(Da heuil).
Unangomz evid potred iaouank
Kudennet gant Fanch Keraez
Me gomprenn eo red beza mad ouz ho perc’hen, dre ma c’hall ho lakat ermaez, ouz an archerien dre ma c’hallont rei fest ar vaz d’ac’h, ouz eur iontr koz dre ma vec’h heritour d’ean marteze, ouz ho téputé dre ma c’hall de pe de delc’hen d’e bromesaou, mez netra na lak ahanon da fulori evel an ali-ze a weler merket war skritellou en peb lec’h :
— Bet mad ouz al loened…
Gweled awalc’h a rer ar re a ro an ali-ze n’o deus bet biskoaz afer gant al loened. Gweled awalc’h a rer n’anavezont ket anê.
Me lavar d’ac’h na meus bet gwech a-bed diduamant gant al loened.
Set, bihanik pa na oan ket uheloc’h evid eur votez, am eus sonj e vije gret d’in lonka beb sort louzeier c’houero evid kas er maez n’oun ket pesort loenedigou o doa gret o demeuranz em bouellou.
Divezatoc’h, am eus sonj e oa bet red lakat eur boultren