Pajenn:An Oaled N35.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

yac’hus ha mat da derri ar zec’hed. Da lakat ar c’horadennou da zirenta, da doulla, ober eur palastr gant soaon, dienn pe goavenn bervet gand eun dournadig eus ar blantenn-man. Ne vo ket pell ar gor a toulla. Arabat debri re diouti, rak eun ampoezon a zo enni.

————
19. — BARLENN. VARLENN. KROAZIG.

LOUZAOUENN AR GROAZ

Verveine officinale

En amzer an Drouized, a-benn kutuilh al louzaouenn-man, e ranked ober lidou bras, evel ma ranked ober evid an uhelvar hag an Troad-Bleiz, mat evit ar boan daoulagad.

Ar varlenn, an dour a deu diouti, a zo mat-tre evid ar boan en daoulagad. Bervit he deliou er gwinegr, daou zournad evid eul litrad, lakit eul lien en soubet el louzou-ze, ha gwasket, war ar pistigou, war ar remm, war an tal, er boan-benn. Evit parea ar fic’hon (fistules), toullou er c’hig hag a’z a beteg an askourn, frigasit munut deliou Barlenn, kemmeskit gand eul loaiad bleud heiz ha daou wenn-vi, lakit war ar gouli, renevezit aliès hag e pareot.

————
20. — BEGAR. SPEGAR
Mélisse officinale

Eur blantenn a c’houez vat eo houman.

An dud a deus aon da goueza diwar o zreid, a wel an traou o trei en-dro d’ezo, a zo o vont da sempla, da goueza en droug-Sant, a vo mat d’ezo kemer dour melis eus an apotikerez, gwelloc’h aozet eo an dour-ze eged an hini a rafent o-unan. An dud a zo trist leun a velkoni, ato glac’haret evid an distera tra, a raio vad d’ezo eva dour melis, ugent beradenn en eur werennad dour ha sukr, hag e teuint da veza seder. Ar re o deus avel fall en o diabarz, gwentr gand o boued, ar re ne ziskenn ket buan a-walc’h o fredou d’an traon, a wellaio gant dour Melis. Deliou Begar, bruzunet e bleud, peder beskennad lakaet en eur banne laez, a lakaio ar prenved da vervel er c’hof, ha buan e teuint er maez.

————
21. — BELC’H — LIN
Lin

Evid ober palastrou da denna an danidigez diouz an izili, eo brudet ar bleud lin. Pa vez distreset eun ezel bennak, buan eur palastr lin. Pa vez ruziet, koenvet ar skevent, pa vez poan e sac’h ar boued, evit didana, evit souplaat, ec’h ever dour had-lin, met dour bervet e-doug eun eur war eun dournad bleud lin. An dud a zo tano o c’horf, o deus fluz-gwad, o deus poan en o lounezi, pe loanigou, a zo koenv en o soroc’hell, a wellaio, pa gemerint dre an traon eus an dour teo-ze. Evit mont bemdez war vaez, lakit had lin bruzunet e bleud eul