Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


— Na daper ket ar pesked gant ann dorn hep-ken, a. lâraz Mizer, hag ann otro sant Pêr he-unan, pehini a oa koulzgoude ur pesketaer hag ur sant braz, hen defoa roejo, ha c’hoaz na gave ket ar vicher mad-kaer, pa ê gwir a oe welloc’h gant-han bea lakêt en ur groaz, he benn d’ann traon. En hano Doue, roët d’in un dra bennag, otronez geiz, ken neubeud ha ma karfet.

— Ro d’ehan ur favenn, a lâraz ann otro Doue, ha lâr d’ehan na c’houlenno netra ouspenn.

Sant Pêr a hijaz he benn hag a voutaz he dorn en he c’hodel :

— Sell, didalvez braz, a lâraz d’ar potr-koz, komer ar favenn-man, ha na c’houlenn netra ken.

Mizer a gomerraz ar favenn, hag a zistroaz neuze d’ar gêr, laouenn-braz, hag a lâraz d’he vroeg penoz hen defoa gwelet ann otro Doue ha sant Pêr.

— Well’ a-se d’id, mar a-teûz koaniet gant ar wel anezhe, a lâraz ar vaoues, rag na eûz netra da debri en ti.

— Setu ama, groeg, ur favenn ho d-eûz roët d‘in.

— Ur favenn ! Petra a fell d’id a rafenn gant ur favenn ? Ann otro Doue a dleje bea roët d’id ive un tammig keuneud evit hi foac’had, un tammig amann evit hi amanenni, hag ul loa evit he debri ; met den na ra van euz ar paour keiz.

Mizer a gave ive penoz ur favenn c’hlaz a oa ur goan dreut evit daou den, ha vel n’hen defoa liorz a-bed, a tolaz anezhi en kornig ar fornigal. Met setu ma tioanaz ar favenn, hag a kreske, hag a save eûz krec‘h, kement ha kement ma ’c’h ee er-meaz dre veg ar seminal, a-raok ma oa noz, hag a-benn ann dewarlerc’h ar beure, a oa ken huël, ma na weler ket he fenn. Un dra burzuduz a oa kement-ma !

Daou de goude kement-man, ar vroeg a lâraz d’he den : — Ann otro Doue n’hen eûz ket grêt goap ouzid ; he favenn a oa, en gwirionez, ur favenn vad ; kerz da guntuil’ fao evit hon leign.

Hag a lemaz ar potr-koz he votou, hag a pignaz er favenn , a vrank da vrank. Pa oe digwêt huël, huël, a sellaz d’ann traon hag a welaz, pell, pell, ar bed pehini na oa ket brasoc’h eget ur graouenn-gelwez. Met kaer hen defoa klask indann ann delio, na geve favenn a-bed. Ma pignaz huelloc’h, hag a chomaz ur pennadig da ziskuiza : ha neuze a pignaz arre huelloc‘h, huelloc’h bepred, kement ha kement ma tigwezaz dirag un ti braz ha kaër pehini a oa alaouret holl. Ar Baradoz a oa ann ti kaër-se. Ur morzol a oa war ann nor, hag a skoaz : — Dao ! dao !! — Piou a zo aze ? — a c’houlennaz sant Pêr, porzier ar Baradoz.

— Me eo, otro sant Pêr : goûd a ret, ar potr-koz Mizer ? Deut a oann