Gwez-all a oa o choum dam-dostig aman un den koz ken paour, ken paour, ma oa leshanvet gant ann holl Ar Potr-koz Mizer.
Un de, pa oa o klask he vara a zor da dor, he vaz gant-han en e zorn, hag he sac’h daou-benneg war he skoaz, a tigwezaz gant-han daou otro gwisket mad, pere a selle a bep tu, a deo hag a gleiz, dre lec’h ma tremenent. Ann otro Doue ha sant Pêr oa ar re-man, hag a oant deut er vro da welet ha na oa ket re wasket ann dudo geiz gant potred ann taillo (les percepteurs).
— Ann aluzenn, otronez karantezuz, d’ar potr-koz Mizer !
Sant Pêr a sellaz out-han a gorn, hag a lâraz :
— Evit-out da veza koz, stum ar iec’hed a zo war-n-out, hag ar mor a zo leun a besked ; met mechanz na gares ket al labour, dre ma ’z out den-jentil, marteze ?