Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/39

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —
TORFEJOU POTRED AR GOMMUN[1]


————



En amzeriou diveza euz ar brezel eneb ar Prusianed, ar ganfarded hag ann dud falla euz a Baris a em glevaz evit ober un tol-fall. Darn a zo hag a lavaro d’ehoc’h penoz ez oant Republikaned, met na gredet ket se, rag na oant met ur bagad tud diskiant, tud kollet, torfetourienn kalz anezho, met Republikaned, nann a-vad !

Ar c’houlz (l’occasion) a oa dibabet mad, rag kalz a dud a oa troët ho fenno gant ar brezel hag ar poanio ho defoa gouzanvet (souffert) epad ar sezi (le siége) ; hag ann dud-se, lakêt en gaou (trompés) gant ar re fall, an em savaz ive gant-ho.

Ann unan ha tregont a viz Here 1870, e teujont gant armou da di-kêr (l’hôtel-de-ville) Paris, ha e kemerjont (firent prisonniers) ar jeneral Trochu, ann otro Jules Favre hag ar re all euz ar gouarnamant. Evurusamant mobiled Breiz a deuaz, hag a lemjont ann otronez-se euz daouarn ann insurjeed, hag evel-se hec’h eaz tol ar re-man da fall.

Ho zol hec’h eaz c’hoaz da fall ann 22 a viz Gwenveur 1871 ; met en dro-se a oe tennou fuzuil, hag un neubeud a oe zoken lac’het. Ar wez kenta ma c’honejont a oa en deziou kenta a viz Meurs. Pa deuaz ar Prusianed en kêr Paris, potred ar Gommun a gemerraz un niver braz a ganonou, indan digarez da harza ann enebourienn d’ho c’has gant-hê, ha ho savjont war-lein ar menez hanvet Montmartr, pehini a zo huel dreist Paris.

Ann 18 a viz Meurs, pa oe êt-kuit ar Prusianed euz a Baris, ar gouarnamant a gasaz soudarded evit as-kemer ar c’hanonou ; met ar soudarded-se (pere a oa euz ar 88e rujumant a Vale (de marche} ha

nan a linenn, evel ma zo bet lâret) — ar soudarded fall-se eta, el--

  1. Ar Gommun a zo ann hevelep (même) tra evel kuzulerienn municipal (les conseillers municipaux) Paris — da lavaret eo ur bagad (une assemblée) tud dibabet ha hanvet gant ar re-all evit rena traou ha madou kêr. En pep kêr, hag ive en pep paroz a Vro-C’hall, evel a Vreiz-Izel, a zo hirie ur C’honseil municipal, grêt a dud onest, ha pere a ra mad ho labour. Met ar Gommun ken brudet a Baris na oa grêt nemet a bennou avelet, a ganfarded hag a dud fall ; evel-se ive n’ho d-eûz grêt nemet pep drouk ha pep seurt torfejou, evel ma welfet dre ar pez a lenfet warlerc’h.