Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/38

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

ia eta war divizou Bismarck. Da genta ez oa rèd d’imp rei d’ar Prus diou euz hon provinsou kaera, lec’h ma zo Fransijenn euz ar re wella, an Alsace ag un darn euz al Lorraine. Neuze a vije rèd d’imp c’hoaz paea pemp milliards — ur somm spontuz — hag oc’hpenn soudarded ar Prus a chomje en un darn vraz euz ar Franz, ken a vije paeet ann arc’hant.

Na eûz ket c’hoaz ur bloaz krenn a-baoue, ha koulzgoude, daoust (malgré) d’ar revolution spontuz e d-eûz glac’haret Paris, hag ar vro holl, un darn vraz eûz hon dle a zo a vrema paeet, ha soudarded ann Allmanted n’emaint ken nemet en c’huec’h euz hon departamantjou. Kalz a drouk a zo bet grêt d’imp, se a zo gwir ; met ann drouk-se a dle beza evidomp ur gentel vraz ; marteze ez eo bet digaset d’imp gant Doue, evit ober d’imp digorri hon daoulagad, hag hon mirout da gweza en gweled ar punz don a oa diger indan hon zreid. Hirio ez omp en Republik, da lâret eo gouarnamant ar vro dre ar vro he-unan. Pen-sturier ar Republik, un den honest, un den fur, en pehini e c’hallet kaout holl fizianz, — na raïo netra nemet dre vouez hag aliou kambr ann deputeed, hag evel ma ’z oc’h galwet holl da ober an deputeed, pep hini en he vro, e c’hallet dibab ar re a anaveet evit tud honest ha fur, pere a gemerro ho mad (vos intéréts) en ho dorn, — hag evel-se ho pezo ur gambr vad hag ur gouarnamant mad. Miromp eta ar Republik, rag na eûz netra a falloc’h eget bea o tiskar sav-tol (sans cesse) ar gouarnamant a ve o reen : kement-se na ve grêt nemet dre ur revolution, ha na eûz revolution a-bed hep kalz a droug, hag a dismantr hag a waleuriou, en gouzout a ret a-walc’h. Labouromp ive evit gounid ar pez hon eûz kollet, bezomp fur, doujomp d’al lezenno, selaouomp mouez hon mestro, studiomp ha diskomp mui-oc’h-mui, na em dolomp ket re d’ar blijadur ha d’ar c’hoariou pere na int mad da netra ; en ur gir, greomp pep-hini he dever en kever Doue hag ar vro..., ha na veomp ket en nec’hamant eûz a c’hoarvezo goude, Doue a zo bepred gant ar Franz !